Mont d’an endalc’had

Ac'harnai

Eus Wikipedia

Ac'harnai (Ἀχαρναί e henc'hresianeg, liester diwar Αχαρνές) e oa brasañ demos Attika, en Hellaz en Henamzer, e-harz menez Parnes, en hanternoz da Aten.

Meneget eo Ac'harnai gant Pindaros. Strujus eo an douar, edeier, gwin hag olivez a veze gounezet.

N'ouzer koulz lavarout netra eus penaos e oa Ac'harnai gozh, a oa e kumun Menidi a hiziv, er gwalarn da Aten. E miz C'hwevrer 2007 ez eus bet labourioù a voe dizoloet gante un darn eus ur c'hoariva kozh.