Abeona

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Abeona a oa unan eus doueezed roman ar beajoù. Enoret e veze gant ar re a oa o vonet kuit (abire), ha dreist-holl ar vugale a veze ar wech kentañ dezho kuitaat o c'hêr hag o zud.

Adeona eo anv an doueez a veze enoret gant ar re a oa o vont da gemer penn an hent da zistreiñ d'ar gêr (adire).

An div zoueez-se a oa di indigetes, doueed roman a orin, difetis, a-raok ma voe degemeret doueoù a- ziavaez a voe mesket gant doueeoù roman all.


Levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Grimal, Pierre (1986). The Dictionary of Classical Mythology (p. 231). Oxford: Basil Blackwell. ISBN 0-631-20102-5.