Añjela goant
Neuz

Añjela goant (La belle Angèle) zo anv ul livadur graet gant Paul Gauguin e 1889 ha war ziskouez e Mirdi Orsay e Pariz. Liv ar japanouriezh a zo gantañ.
Poltred Angèle Satre (1868-1932), ostizez e Pont-Aven, eo an daolenn, ha gwisket eo ganti he dilhad Bretonez evit an degouezh. Unan eus an teir ostizez vrudet e Pont-Aven e oa, e-kichen ti-pañsion « ar vamm Gloaneg » ha nepell eus leti « an dimezell Julia » Guillou. Pried e oa-hi da Frédéric-Joseph Satre, a vo anvet da vaer. Brud he doa da vout ur plac'h kaer. Dle en doa graet Gauguin en he zi ha ne oa ket bet lakaet da baeañ. Evit he zrugarekaat eo en doa graet he foltred.
Hiziv ez eus ur straed Rue de la Belle Angèle e Pont-Aven.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Pennad diwar-benn al livadur war lec'hienn mirdi Orsay.
[[Rummad: