21st Century Fox
21st Century Fox zo ur c'hevredad kleweled stadunanat diazezet e Midtown Manhattan, e New York City. Bez e voe unan eus an div embregerezh savet e 2013 goude ma voe rannet e div lodenn News Corporation, a oa bet savet gant Rupert Murdoch e 1979.
21st Century Fox zo hêr eeun da News Corporation hag ober a ar war-dro produiñ filmoù ha danvez evit ar skinwel. E Stadoù-Unanet Amerika ez eo an trede strollad kleweled a-dreñv ar Walt Disney Company ha Comcast. An embregerezh all, an "News Corporation nevez", zo ganti hêrezh Murdoch evit an embann kazetennoù ha dafar kleweled en Aostralia (pep embregerezh a zo perc'hennet gantañ ha gant e familh dre un "trust" a gontroll 39% eus al lodennoù e pep hini).