Γκ (lizherenn)
Neuz
Γκ, γκ a zo un divc'hrafenn savet war an div lizherenn c'hresianek Γ, γ (gamma) ha Κ, κ (kappa) implijet gant ar gresianeg a-vremañ evit skrivañ ar son [g] e penn-kentañ ur ger, da skouer γκάζι ( «gaz»). E lec'h all e vez distaget [ng] pe [g] dre difriadur, da skouer Ουάσιγκτον («Washington»).
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |