Þóra Arnórsdóttir
Neuz
Þóra Arnórsdóttir (18 a viz C'hwevrer 1975) a zo ur gazetennerez islandat he doa lakaet hec'h anv da vezañ dilennet da brezidantez Island e 2012.
D'ar 4 a viz Ebrel 2012 ec'h embannas ez afe war ar renk[1]. Bet eo bet kazetennerez e RÚV. Brudet eo e-touez Islandiz, dindan un devezh e teuas a-benn da zastum ar 1 500 sinadur ret a-benn en em ginnig da brezidantez[2]. Daoust ma voe plaset mat er sontadegoù ne dapas kaout nemet 33,2 % eus ar mouezhioù da zevezh an dilennadeg (30 a viz Even 2012), hag addilennet e voe Ólafur Ragnar Grímsson[3].
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un aotreegeezh war ar filozofiezh a dapas kaout e skol-veur Island, hag ur master war an diorren armerzhel etrebroadel e rann studioù etrebroadel uhel skol-veur John Hopkins (Bologna - Washington)[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20120608015409/http://eyjan.is/2012/04/04/thora-stadfestir-forsetaframbod-svavar-tekur-ser-leyfi-fra-storfum/ : Þóra staðfestir forsetaframboð – Svavar tekur sér leyfi frá störfum, eyjan.is.
- ↑ https://web.archive.org/web/20120413051333/http://grapevine.is/Home/ReadArticle/Thora-Arnorsdottir-Officially-Running-For-President : Þóra Arnórsdóttir Officially Running For President, Paul Fontaine, The Reykjavik Grapevine
- ↑ Charlotte Chabas, Islande : vingt ans de présidence pour Olafur, Le Monde, 1añ a viz Gouere 2012
- ↑ Ásta Sigrún Magnúsdóttir https://web.archive.org/web/20120605075024/http://www.dv.is/frettir/2012/4/4/flestir-lesendur-dv-vilja-thoru-sem-forseta/ :Flestir lesendur DV.is vilja Þóru sem forseta, DV