Élodie Callac
Élodie Callac, ganet e 1979[1] e Villerville (Calvados), zo un hinourez c'hall.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Élodie Callac he deus tapet ur vestroniezh war ar skiantoù fizikel ha diplomet e voe gant Skol vroadel an hinouriezh e 2003. Er memes bloavezh e voe degemeret e skipailh mediaoù Météo-France. Abaoe 2009 e kemer perzh evit sevel kemennadennoù an hin evit ar vro.
Ezel eo eus skipailh an hinouriezh er chadennoù France Inter ha France Info. Erlec'hiañ a ra Jacques Kessler ha labourat a ra gant Joël Collado ha Jean-Michel Golynski. Ar c'hentañ maouez eo o labourat evel rakwelerez war an hin war Radio France. Kinniget he doa he c'hentañ abadenn hinouriezh d'an 20 a viz Gouhere 2013[2].
Abaoe an 28 a viz Kerzu 2015 e kinnig abadennoù war an hin war France Inter, e-lec'h Joël Collado[3].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.20minutes.fr/medias/1188873-20130715-20130715-elodie-callac-nouvelle-presentatrice-meteo-radio-france
- ↑ http://www.radiofrance.fr/espace-pro/espace-presse/communiques-de-presse/2013/07/elodie-callac-nouvelle-voix-de-meteo-france
- ↑ http://www.europe1.fr/medias-tele/derniere-meteo-de-joel-collado-a-radio-france-sur-fond-de-polemique-2641601