Mont d’an endalc’had

Échappé (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel ec'h implijer an termen échappé evit deskrivañ ur fiñvadenn kroget en un emstumm serr (kentañ pe bempvet emstumm) hag achuet en un emstumm digor (eil pe bevare emstumm).

Daou doare échappé zo :

  • Échappé sauté: da heul ur plié don e lamm an dañser(ez) en aer en ur gemmañ emstumm an divc'har betek an eil emstumm ma krogas er c'hentañ emstumm ha betek ar pevare emstumm ma krogas er pempvet emstumm, o tont en-dro d'al leur e demi-plié ;
  • Échappé sur les pointes (pe Échappé sur les demi-pointes): da heul ur plié don e lamm an dañser(ez) en pointe pe en demi-pointe, oc'h achuiñ en eil emstumm ma krogas er c'hentañ emstumm hag er pevare emstumm ma krogas er pempvet emstumm, reut an daoulin atav.