Æthelflæd Mercia
Neuz
Ur pennad Æthelflæd zo ivez.
Æthelflæd Mercia (c. 870 – 918) a oa itron Mercia, e-kreiz Bro-Saoz a vremañ, adal 911 betek he marv.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa war-dro 870. Merc'h henañ Alfred Veur e oa. Hennezh a rene e Wessex, ha dimezet e oa da Ealhswith.
Da neuze e oa ar Vikinged o tont eus Danmark da aloubiñ Bro-Saoz. A-benn 878 edo an darn vrasañ eus Bro-Saoz dindan ar Vikinged, kemeret ganto East Anglia ha Northumbria, ha rannet Mercia etre Saozon ha Vikinged, met er bloaz-se e voe trec'h Alfred en Emgann Edington. Ur pennad goude e tegouezhas Æthelred e penn Mercia, hag e asantas bezañ dindan Alfred a voe anvet da roue ar Saozon, pa lavare ren an holl Saozon na vevent ket dindan ar Vikinged. Neuze e timezas Alfred e verc'h Æthelflæd da Æthelred.