Álvaro Colom

Eus Wikipedia

Álvaro Colom Caballeros a zo bet ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1951 e kêr Guatemala.

Prezidant Guatemala eo abaoe 2008. Mont a ra e resped betek 2012.

War anv ar strollad UNE (Unidad Nacional de la Esperanza, strollad sokial-demokrat) e oa bet war ar renk e 2003 met trec'het e oa bet en eil tro gant Óscar Berger.

Un embregour eo.

Mab eo da Antonio Colom Argueta ha Yolanda Caballeros Ferraté. Hag un niz-bihan eo da Manuel Colom Argueta, bet maer Guatemala ha lazhet gant soudarded e 1979 kerkent ha krouet e strollad gantañ. Tad eo ivez da Antonio Colom Szarata, soner gitar-boud eus ar strollad pop Viento en Contra. Sandra Torres eo e drede gwreg.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]