Yezhoù yuzev

Eus Wikipedia



Estreget an hebraeg, yezh sakr ar yuzevion ez eus meur a yezh all renket evel yezh yuzevek dre ma vezont implijet evel yezh voutin ha disakr ar yuzevion.

N'eo ket e gwirionez neuze ar yezhoù yuzevek ur familh-yezhoù en un doare resis dre ma c'hellont bezañ renket e meur a familh-yezh disheñvel hervez ar yezh diazez.

Diazezet emañ pep yezh yuzevek war ur yezh all komzet gant an dud er vro m'emañ o chom enni ur gumuniezh yuzevion. Levezonet e vez ar yezh diazez-se war-lerc'h gant an hebraeg dresit-holl evit ar pezh a sell ouzh ar c'heriaoueg. Peruliesañ e veve didroc'het ar c'humuniezhioù yuzev diouzh an dud all pa savas an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek ha neuze pa'z eas ar yezhoù diazez war dioreen e chomas war-sav ar yezhoù yuzevek pe ez ejont war diorreen en un doare disheñvel, levezonet gant yezhoù all.

Peurliesañ e vez implijet al lizherenneg hebraek, gouestlet pe get, evit skrivañ ar yezhoù yuzevek.

Roll ar yezhoù yuzevek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù afrez-aziatek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù indez-europek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù ouralek-altaek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù kartvelek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù dravidek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bibliografia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom:Yezhoù yuzev

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.