Ryô Saeba

Eus Wikipedia

Ryô Saeba (冴羽 獠, Saeba Ryō), adanvet Nicky Larson er stumm galleg eus ar stirad tresadennoù-bev, zo un dudenn ijinet gant Tsukasa Hōjō e 1985. Er mangaioù City Hunter hag Angel Heart ez eo an haroz.

City Hunter[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo dre e lesanv « City Hunter » (シティハンター, Shiti Hantā). Ober a ra eus e labour "naetaer" : difenn an dud (maouezed koant dreist-holl) rak tudennoù vil (yakuza, gorp-soudarded). E enebour pennañ a zo Umibôzu un den ramzel hanter dall. Sot eo gant ar merc'hed, ne baouez ket da verc'hetañ.

Taolenn lec'h ma vez goulennet sikour gant City Hunter en ur skrivañ XYZ

Armoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arbennikaet eo Ryô Saeba war armoù a-bep seurt eus ar gontell stourm betek an danvezioù tarzh pe banner roketennoù. A-raok bezañ ar City Hunter eo bet ur vugel soudard en Amerika ar Su dre-se ez eo bet rediet deskiñ implij armoù a-bep seurt evit dreistbevañ. Ryô en deus un arsenailh ramzel en e zi: pistolennoù, fuzuilhoù arsailh, fuizuilhoù Mailh-tenner, mindrailherezioù, grenadennoù, banner roketennoù. Evit gourdoniñ e kaver ur stand tennañ didan ar skraper-oabl.

Arm pennañ ar City Hunter a zo ur C'holt Python .357 Magnum, kemmet gant Ken'ishiro Mashiba, ur saver armoù brudet eus Japan. En dougen a ra en un holster skoaz. Ne vez ket gwelet biken an haroz hep an arm-se.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]