Colt Python

Eus Wikipedia
Colt Python
Skeudenn ar pennad Colt Python

Daou revolver Colt Python, dezhe kanolioù 6 meutad (15 cm, a-us) ha 4 meutad (10 cm, dindan)
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver daou-ober (DA)
Munisionoù .357 Magnum
Produer Colt's Manufacturing Company
Pouez ha muzulioù (stumm 4 meutad)
Mas (hep kartouchenn) 1,077 kg
Hirder 241 mm
Hirder ar c'hanol 101 mm
Perzhioù all
Endalc'h Taboulin 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Colt Python zo ur revolver kambret e .357 Magnum produet gant an embregerezh stadunanat Colt etre 1955 ha 2005 hag abaoe 2020.

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Colt Python a zo ur revolver daou-ober, dezhañ un daboulin 6 kartouchenn .357 Magnum. Savet eo tro-dro da framm I an embregerezh. Hirderioù kanolioù disheñvel a zo bet gwerzhet evit plijout da implijerien liesseurt (polis, siviled, sportoù tennañ) : 2,5 meutad, 3 meutad, 4 meutad, 4,25 meutad, 6 meutad pe 8 meutad. Adalek ar bloavezhioù 1970 e veze reoliet kouch pep Colt Python gant ul laser. Ar wech kentañ eo e veze graet ar reoliadur-mañ evit un arm produet a-rummad[1]. Paouez a reas Colt da broduiñ ar revolver-mañ e 2005 met adkregiñ a rejont e 2020.[2]

Hervez tud ispisializet war an armoù evel ar Saoz Ian Vernon Hogg ez eo ar Colt Python unan eus gwellañ revolverioù an istor[3].

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'ar Colt Python bezañ un arm koustus a-walc'h n'eo ket bet implijet kalz gant tud a-vicher war-bouez gant un nebeud servijoù polis e stadoù Colorado, Georgia ha Florida. Implijet e voe evel arm personel gant soudarded 'zo da vare Brezel Vietnam ha gant gwarded-korf kannadourien stadunanat.

Er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Colt Python eo arm-dorn nesañ Rick Grimes, haroz an heuliad The Walking Dead[4].
  • Ar c'haner amerikan Elvis Presley a oa un dastumer armoù a blije dezhañ ar Colt Python. Unan a brenas evit e dad-kaer, al letanant-koronal Beaulieu, pa voe anvet da vont da vrezel Vietnam[5]. Ur Colt Python engravet kaer a brofas ivez d'e ward-korf Richard Grob. Gwerzhet e voe e sav-taol e 172 500 $ e 2017 [6].

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) THOMPSON Leroy, Great combat handguns: a guide to using, collecting and training with handguns, 1993, p.106
  2. (en) Python Family war lec'hienn Colt (lennet d'an 29/04/2024)
  3. (en) HOGG Ian Vernon, Military small arms : 300 years of soldiers' firearms, Salamander Publishing,1994
  4. (en) Pajenn ar Colt Python war al lec'hienn The Walking Dead Wiki (lennet d'an 28/045/2024)
  5. (en) Elvis Presley check from February 1968 for a Colt Python pistol (lennet d'an 28/04/2024)
  6. (en) Lot 472 : embellished Colt Python presented by Elvis Presley war lec'hienn Rock Island Auction (lennet d'an 29/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan