Penn-ar-Bed

Eus Wikipedia
Penn-ar-Bed
Ardamezioùlogo
Penn-ar-Bed
Anvioù brezhonek all Finister
Anv gallek (ofisiel) Finistère
Bro Breizh Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
Kemper
Isprefetioù Brest
Kastellin
Montroulez
Prezidant ar c'huzul-departamant Maël de Calan
Prefed Alain Espinasse
Kod EBSSA 29
Kod ISO 3166-2 FR-29
Kod Eurostat NUTS-3 FR522
Poblañsouriezh
Poblañs 917 179 ann. (2020)[1]
Stankter 136 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 15′ Norzh
4° 00′ Kornôg
/ 48.25, -4
Gorread 6 733 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 4
Pastelloù-bro 8
Kantonioù 27
Etrekumuniezhioù 21
Kumunioù 279

Penn-ar-Bed (distaget: [ˌpɛnarˈbeːt]; Finistère e galleg hag ent-ofisiel, distaget: [fi.nis.tɛʁ]) zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.

Gwezhall e veze anvet Finister e brezhoneg, diwar an anv gallek[2].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper, hag ar prefeti mor e Brest. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh.

Evit sevel departamant Penn-ar-Bed ez eus bet kemeret ul lodenn vras eus Kerne, er su, kontelezh hag eskopti kozh Bro-Leon penn-da-benn, er biz ul lodenn eus Bro-Dreger, hag ul lodennig eus Bro-Wened er gevred, e-tro an Arzhanaou.

Istor melestradurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar prefeti e Kemper


Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].

Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 51 gumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. Ofis Publik ar Brezhoneg
  • Ar skritelladur a zo ul lodenn diouti e brezhoneg e Penn-ar-Bed, dreist-holl skritelloù ar c'humunioù.
  • E 1999 e oa bet graet un enklask gant an INSEE hag e oa bet kavet e oa tro 132 000 brezhoneger e departamant Penn-ar-Bed. Er bloavezh 2005 e oa 4 333 skoliad en hentennoù Diwan ha divyezhek.

Skoed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal-ouzh-tal gant ur maout (ardamez Kernev) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kêrioù pennañ (en tu-hont da 10 000 annezad enno)
Kêrioù pennañ an departamant
Kumun Poblañs (2020

)

Arondisamant
Brest 139 456 Arondisamant Brest
Kemper 63 473 Arondisamant Kemper
Konk-Kerne 20 209 Arondisamant Kemper
Montroulez 14 709 Arondisamant Montroulez
Landerne 16 025 Arondisamant Brest
Douarnenez 13 956 Arondisamant Kemper
Gwipavaz 15 196 Arondisamant Brest
Plougastell-Daoulaz 13 277 Arondisamant Brest
Kemperle 12 077 Arondisamant Kemper
Plouzane 13 558 Arondisamant Brest
Ar Releg-Kerhuon 11 710 Arondisamant Brest

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. "Finister" war al lec'hienn devri.bzh
  3. Lokorn a zo deuet da vezañ ezel eus Kemper Kumuniezh e 2011.
  4. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936