Yezh programmiñ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh pe lavar programmiñ a zo ur yezh artifisiel savet evit reiñ urzhioù hag a c'hell bezañ sevenet gant ur mekanik, un urzhiataer peurvuiañ . Ar yezhoù programmiñ a c'hell bezañ implijet evit krouiñ programmoù (pe poelladoù) a gontroll emzalc'h ur mekanik, evit seveniñ un treol (algoritm) resis, pe evit eskemm gant un den.

Al lodenn vrasañ eus ar yezhoù programmiñ zo enno doareoù skrivañ dibar en o ereadurezh. Lod yezhoù a zo termenet en un teul a-ratozh. Da skouer, ar C (yezh programmiñ) a zo termenet gant an ISO. Yezhoù all, evel Perl, zo enno ur c'hefloueradur (emplementadur) implijet evit dave.

Pep areg gouleviñ zo ennañ ur steradur (ster ar gerioù) hag ur c'hevreadur ivez (kevreañ ar gerioù a ya d'ober ar "frazennoù").

Meur a seurt areg gouleviñ e vez kavet, hag e c'heller renkañ anezhe hervez o live pe hentenn o aozerezh : areg ijinenn, areg erdu ijinenn (an areg kuntellañ da skouer) pe an aregoù uhellive.

Setu un nebeud aregoù uhellive :

Hogen e c'heller renkañ anezho ivez hervez an doare ma vez keweriet ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : an aregoù da gempunañ hag an aregoù da zewezhiañ.

An aregoù da gempunañ a vez savet gant ur c'hempuner da gempunañ ar goulevioù skrivet gante d'ober ur restr tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. An areg C da skouer a zo ul lavar stlennegel da gempunañ.

An aregoù da zewezhiañ a vez dewezhiet (displeget en un doare stlennegel) gant ur programm talvoudek (pe goulev mavek) anvet dewezhier a-feur ma vez lennet gant an urzhiataer ar goulevioù skrivet gante. Goude bezañ dewezhiet un ditour eus ar goulev e c'hell neuze an urzhiataer erounit anezhañ ha gortoz ma vije dewezhiet an ditour a heuilh. An areg PHP a zo ul lavar stlennegel da zewezhiañ.

An aregoù da gempunañ a vez herrekoc'h eget ar re da zewezhiañ peurliesañ.