Yann Iañ Bourgogn
Neuz
Yann Iañ Bourgogn, lesanvet Yann Dizaon, ganet d'an 28 a viz Mae 1371 ha marvet d'an 10 a viz Gwengolo 1419, a oa Dug Bourgogn etre 1405 ha 1419.
Mab e oa da Fulup II Bourgogn ha da Marc'harid Bavaria. Tad e oa da Fulup III Bourgogn.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab en doe ha seizh merc'h:
- Marguerite (1393-1441),dimezet div wech:
- 1°) en 1404 d'an dug Louis de Guyenne,
- 2°) en 1423 da Arzhur III, Dug Breizh ;
- Marie (1394-1463) dimezet en 1406 da Adolphe Iañ de Clèves ;
- Philippe (1396-1467), dug Bourgogn ;
- Catherine (1400-1414), dimezet da Louis III d'Anjou ;
- Jeanne (war-dro 1401-1412) ;
- Isabelle (war-dro 1403-1412), dimezet en 1406 da Olivier de Châtillon, kont Penteür ;
- Anne (1404-1432) dimezet en 1423 da Jean de Lancastre, dug Bedford ;
- Agnès (1407-1476) dimezet en 1425 da Charles Iañ Bourbon.