Twinkle Twinkle Little Star
Twinkle Twinkle Little Star (Sked, sked, steredennig) zo ul luskellerez saoznek eus deroù an XIXvet kantved. Savet eo diwar ur varzhoneg bet lakaet war un ton gall[1], hini A! vous dirai-je, maman.
Barzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar gerioù eus ur varzhoneg, The Star, gant ar varzhez yaouank Jane Taylor (1783–1824), embannet en 1806, pa oa 23 bloaz, en dastumad Rhymes for the Nursery.
Twinkle, twinkle, little star, |
Sked, sked, steredennig, |
Ar rimadell Baa, Baa, Black Sheep zo war ar memes ton.
En e levr Alice's Adventures in Wonderland (e 1865), e ra Lewis Carroll anv eus un Toger foll hag a gan :
Twinkle, twinkle, little bat! |
Sked, sked, logodennig-dall, |
Doare italianek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brilla brilla una stellina
- Su nel cielo piccolina.
- Brilla brilla sopra noi,
- Mi domando di chi sei.
- Brilla brilla la stellina,
- Ora tu sei più vicina[2].
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E katalaneg : El gall quiquiriquí.
- E poloneg : Trzy kurki
An ton
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Henri Davenson e krog an istor gant ur ganaouennig c'hallek anvet A! vous dirai-je, maman eus 1740[3]. Embannet e voe an ton en 1761 (François Bouin, La Vielleuse habile[4]), en 1771 (Les Amusements d'une heure et demy de M. Bouin) hag en 1783 (Michel Corrette, La belle vielleuse[4]). Brudet e voe an ton abalamour d'an daouzek doare pleustret gant Wolfgang Amadeus Mozart, a zo bet lakaet alies,e gaou avat, da saver an ton e-unan.
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Who wrote "Twinkle Twinkle Little Star"?
- ↑ E Brilla la stellina'
- ↑ Henri Davenson, Le livre des chansons, Neuchâtel, Éditions de la Baconnière, 1944, p. 567. H. Davenson ne zegas prouenn ebet avat.
- ↑ 4,0 ha4,1