Pyrrhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pirron)
Pyrrhon, difrom e-kreiz an tourmant

Pirron (hervez skrivadur ar brezhoneg) pe Pyrrhon (henc'hresianeg: Πύρρων), 360 kent JK-270 kent JK, a oa ur prederour eus Elis. Amgredik e oa, ha degemeret e oa gant ar re Amgredik evel an hini kentañ, ha tad an Amgredoni. Sur eo ne felle ket dezhañ sevel ur skol pe un hengoun prederouriezhel. A-ziwarnañ avat e voe krouet an Amgredoni birronian e-pad ar I kantved kt JK gant Ainesidemos.

Alies e lavare Pyrrhon ar werzenn gant Homeros: Heñvel eo an dud ouzh delioù ar gwez.