Maria Josepha von Österreich (1751–1767)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Maria Josepha von Österreich zo ivez.
Maria Josepha von Österreich (1751–1767)
Maria Josepha von Österreich, poltredet gant Anton Raphael Mengs e 1767.

Maria Josepha von Österreich, pe Maria Jozefa Aostria, ganet e 1751 e Vienna, ha marvet eno e 1767, da 16 vloaz, a oa un arc'hdugez aostrian.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa d'an impalaerez Maria Theresia ha d'an impalaer Franz Iañ Stephan; o daouzekvet bugel e oa.

Klask a rae he zud tostaat Tiegezhioù Aostria ha bro-C'hall.

Prometet e oa bet dorn he c'hoar Johanna Gabriele von Österreich da Ferdinando IV, roue Naplez ha Sikilia (1751-1825), met marvet e oa ar briñsez en 1762 gant ar vrec'h, evel he breur Karl er bloaz a-raok.

Evel he breur hag he c'hoar e varvas gant ar vrec'h, e 1767, da 16 vloaz, goude bet, war c'houlenn he mamm, o pediñ war bez he c'hoar-gaer Maria Josepha von Bayern marvet ivez gant ar vrec'h, un nebeud mizioù a-raok (mae 1767).

Goude he marv[kemmañ]

Neuze e voe prometet dorn he c'hoar Marie-Caroline da Ferdinando Iañ, ha dimeziñ a rejont, bloaz goude .



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.