M. Pokora
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Matthieu Tota |
Anv-bihan | Matt |
Anv-familh | Pokora |
Lesanv | Matt Pokora, M. Pokora, M. P., MP |
Deiziad ganedigezh | 26 Gwe 1985 |
Lec'h ganedigezh | Strossburi |
Kompagnun(ez) | Christina Milian |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, galleg |
Deroù ar prantad labour | 2003 |
Benveg sonerezh | mouezh |
Pladennrolladur | M. Pokora discography |
Tachenn | sonerezh pop, contemporary R&B, middle of the road, electronic dance music |
Label sonerezh | Universal Music Group, TF1 Group, EMI, Parlophone |
Levezonet gant | Michael Jackson, Claude François, Usher |
Prizioù resevet | MTV Europe Music Award for Best French Act |
Lec'hienn ofisiel | http://www.mpokoramusic.fr/ |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
M. Pokora pe Matt Pokora, e gwirionez diskleriet Matthieu Tota e marilh an ti-kêr, a zo ur c'haner, un oberour-sonaozour-jubennour hag un dañser gall war sonerezh pop. Ganet eo d'ar 26 a viz Gwengolo 1985 e Strasbourg en Elzas. Eus Polonia eo e dud, mab eo da André Tota, bet c'hoarier mell-droad a-vicher.
E 2003, e c'hounezas koulzad 3 an abadenn Popstars gant ar strollad Linkup. Goude an albom kentañ, e tivizas mont war ar vicher eñ e-unan. E miz Du 2004, e savas e albom kentañ eñ e-unan anvet "M. Pokora", dont a reas da vezañ pladenn aour e Frañs. "Player" a zo bet graet e 2006, hag a zo e albom nemetañ a zo bet e penn uhelañ ar gwerzhioù albomoù e Frañs. E 2008, e savas un albom e saozneg anvet "MP3". Goude an albom e saozneg e savas un albom e galleg anvet "Mise à Jour" e 2010. Sevel a reas e 2012 e bempvet albom anvet "A La Poursuite Du Bonheur", dont a reas da vezañ pladenn aour e Belgia a-benn dek devezh hag e Frañs a-benn eizh devezh. Er c'hentañ sizhun pa zeuas er-maez ez eus bet 40 000 albom gwerzhet.
Adalek miz C'hwevrer betek miz Meurzh 2011, e kemeras perzh er c'hentañ koulzad an abadenn "Danse Avec Les Stars" war TF1 hag e c'hounezas ar genstrivadeg gant an dañserez a-vicher Katrina Patchett. Kemer a reas perzh, an 2 a viz Eost 2011 er c'hrogad Manchester United a-enep an Olimpek Marsilha, e Monaco, evit ar gevredigezh "Un sourire, un espoir pour la vie" krouet gant Pascal Olmeta. Kemer a reas perzh ivez, e 2011 er ganaouenn Des Ricochets, gant un tri-ugent a arzourien all, evit ar gevredigezh Unicef. E Genver 2012, ez eas da ganañ gant strollad Les Enfoirés ha kevredigezh Les Restos Du Coeur. Ar 26 a viz Meurzh 2012, e kemeras perzh gant arzourien all (evel Patrick Bruel, Amel Bent, Christophe Maé, Inna Modja...) en ur sonadeg evit ar gevredigezh Les Orphelins de Makala e sal ar Zénith e Lille (sonadeg aozet gant Rio Mavuba, krouer ar gevredigezh hag ivez c'hoarier ha kabiten al LOSC Lille Métropole).
Kalz a vrizhelladurioù en deus. Bet en deus e gentañ tattoo da 18 vloaz hag e oa M. Pokora. Isabelle Gambotti, maeronez ar strollad e-barzh Popstars, he deus lâret dezhañ «Ar pep pouezusañ e-barzh ar vicher-mañ, a zo bezañ uvel, n'eus forzh petra a c'hoarvezo dit, n'ankouaez ket eus pelec'h e teuez, an uvelded a zo ar pezh pouezusañ eus an talvoudegezhioù evit padout.» Neuze pellgomzet en deus d'e vamm-gozh polonat, mamm e dad, evit goulenn ganti penaos e veze lâret uvelded e poloneg, ha respontet he deus M. Pokora. Ur bloaz goude e oa bet ret dezhañ choaz un anv evit ober ar vicher eñ e-unan. Neuze en deus sellet ouzh e vrec'h e-lec'h ma oa skrivet M. Pokora ha deuet eo da vezañ M. Pokora.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Matthieu Tota ar 26 a viz Gwengolo 1985, 27 vloaz eo hiziv an deiz, e dad o vezañ t c'hoarier mell-droad a orin eus Polonia, André Tota hag e vamm kargadez, Brigitte. Julien Tota, e vreur bras pemp bloaz koshoc'h egetañ, a zo ganet an 21 a viz Kerzu 1978, 32 vloaz eo hiziv an deiz, a zo ur soner gitar ha soner gant M. Pokora.
Daremprediñ a reas Matthieu skol kentañ-derez ar gelennadurezh kristen e Strasbourg, da c'houde ez eas da skolaj Paul-Emile Victor e Mundolsheim hag e lise micherel Aristide Briand, e Schiltigheim.
Komedienn war gan: Robin des Bois "Ne renoncez jamais"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gwengolo 2012, M. Pokora a c'hemenn e tapas kaout roll pennañ ar gomedienn war gan Robin des Bois: "Ne Renoncez Jamais" rakwelet evit Gwengolo 2013. Ar gomedienn war gan-se a zo bet krouet gant Gilbert Coullier ha Roberto Ciurleo. An tudennoù pennañ a zo hini Robin ar C'hoadoù dalc'het gant M. Pokora, Stéphanie Bédard o c'hoari perzh Marianna, Dumé o c'hoari roll Sheriff Nottingham, Caroline Costa o c'hoari hini Bedelia, Sacha Tran Adrien, Nyco Lilliu Breur Tuck ha Marc Antoine Petit Jean. An abadenn gentañ a vo c'hoariet d'ar 26 a viz Gwengolo 2013 e Palais des Congrès de Paris. 55 den a vo war al leurenn en ur gontañ ar ganerien.
Albomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2004 : M. Pokora
- 2006 : Player
- 2008 : MP3
- 2010 : Mise à Jour
- 2012 : A La Poursuite Du Bonheur
- 2013 : Robin des Bois : Ne Renoncez Jamais
- 2015 : Rythmes Extrêmements Dangereux (R.E.D.)
Prizioù hag anvidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- NRJ Music Awards : 1
- ESKA Music Award : 1
- Hit Machine d'Or : 1
Troiadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2006/2007 : Player Tour
- 2008/2009 : Catch Me Tour
- 2010/2011 : Mise à jour
- 2012 : A La Poursuite du Bonheur Tour
- 2013-2014 : Robin des Bois
- 2015-2016 : R.E.D. Tour