Liguria (Rannvro)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Lec'hiadur Liguria

Liguria a zo unan eus rannvroioù Italia. Genova eo e gêrbenn.


Douaroniezh[kemmañ]

Liguria zo ur rannvro war an aod e norzh Italia. Bevennet eo gant ar Stad-C'hall er c'hornôg, ar Piemont en norzh, hag Emilia-Romagna ha Toskana er reter. Skeiñ a ra war Mor Liguria, ul lodenn eus Mor Tirrenia (Norzh ar Mor Kreizdouar). Mont a ra an aod d'ober ar Riviera italian. Pelloc'h e diabarzh ar vro emañ an Alpoù ligurian, er c'hornôg, hag an Appenninoù ligurian er reter.


En despet da stankder bras ar boblañs, emañ an hanter eus hollad ar rannvro dindan goad. Un hin mor kerreizh he deus an aod ligurian e-kichen traoñienn ar Po, un nebeud kilometradoù en norzh he deus un hin damgevandirel. E miz Genver e vez war-dro 8-10° C, hep tamm rev nemet e menezioù an diabarzh e vefe. E-kerzh an hañv e vez war-dro 25-30°C. A-wezhioù e c'hall ar glaveier bezañ fonnus-kenañ. Krouiñ a ra ar menezioù, zo tost-kenañ d'an aod, un efed orografek. Abalamour da se e c'hall kouezhañ en tu all da 2000 mm glav en ur bloavezh e Genova. E toleadoù all e kouezh ar c'hementad kustum en tolead kreizdouarel hepken (da lâret eo 500-800 mm).

Rannet eo Liguria e peder froviñs:

Rannoù melestradurel Liguria.

Istor[kemmañ]

Un anv kozh-kenañ eo Liguria. Annezet e oa aodoù ar mor Kreizdouar gant al ligured adalek genoù ar Rhones betek ar stêr Arno kalz abretoc'h evit donedigezh ar romaned hag ar Gelted. Diwezhatoc'h e tegouezhas Galianed er vro hag e voe mesket ar poblañsoù hag ar sevenadurioù evit krouiñ ur sevenadur galian-ha-ligurian.


Staget e voe ar vro ouzh ar Republik roman en un doare ofisiel e-kerzh an eil kantved kent J.-K. E-pad ar Grennamzer ez eas tamm-ha-tamm an holl vro dindan Genoa. Republik Genova a renas ar vro a-bezh betek 1796, war-bouez un nebeud prantadoù er XVvet hag er XVIvet kantved pa oa tremenet ar vro dindan beli dugelezh Milano pe hini ar C'hallaoued. Da vare ar Grennamzer hag an Azginivelezh e veze renet keodedoù Liguria gant tiegezhioù marc'hadourien. E penn Genova e veze an tiegezh Nuccio, an tiegezh Adorno, hag an tiegezh Campofregoso.

Napoleon Bonaparte a grouas Republik Liguria e 1796 met staget e oa houmañ ouzh ar Stad C'hall kerkent ha 1805. Da-heul diwezh ar brezelioù napoleonian, e 1815, e oa staget ar vro ouzh rouantelezh Sardinia.

Ar World Trade Center e Genova

Armerzh[kemmañ]

Produet e vez dreist-holl olivez, frouezh ha bleunioù gant ar rannvro. Diazezet eo greanterezh ar vro war ar sevel listri. Produet e vez ivez dir, ha produioù kimiek ha petrogimiek. Stag eo obererezh an trede gennad ouzh porzhioù kenwerzh Genova hag Imperia hag ouzh porzh ar morlu e La Spezia.


Politikerezh[kemmañ]

Da vare an dilennadegoù hollek italian, e miz Ebrel 2006, ez eo aet 53% eus ar mouezhioù gant Romano Prodi.


Demografiezh[kemmañ]

Abalamour d'ur feur genel izel, d'ur boblañs a yae war goshaat ha d'un enkadenn ekonomikel er bloavezhioù 80 ha 90 e kollas Liguria 200 000 annezad. Koulskoude, goude lañs nevez an armerzh e diwezh ar bloavezhioù 90, e krogas ar rannvro da sachañ tud eus an diavaez. E 2006 e istime Skol-uhel stadegoù broadel italian (ISTAT) e oa 65 994 den ganet e diavaez Liguria o chom er rannvro, da lavaret eo 4,1% eus hollad ar boblañs er rannvro.

Kêrioù Liguria, dezhe ur boblañs eus 50 000 annezad pe muioc'h :

Kumun Poblañs (istimadenn 2006)
Genova 620,316
La Spezia 94,263
Savona 61,766
Sanremo 57,120

Skeudennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Banniel Italia Rannvroioù Italia Banniel Italia
Abruz | Basilicata | Calabria | Campania | Emilia-Romagna | Friuli-Venezia Giulia | Lazio | Liguria | Lombardia | Marche | Molise | Piemonte | Puglia | Sardigna | Sikilia | Toskana | Trentino-Alto Adige | Umbria | Traoñienn Aosta | Veneto