Klan Taira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar valafenn mon eus ar c'hlan Taira zo anvet Ageha-chō (揚羽蝶) e Japaneg.

Ar c'hlan Taira (e japaneg 平氏 Taira pe Hira pe Hei-shi) a oa ur c'hlan samouraied a-bouez en istor Bro-Japan.

Taira a oa un anv klan hêrezhel roet gant impalaerien ar prantad Heian da dud a oa bet izili eus an tiegezh impalaerel pa oant deuet da vezañ sujet. Ar c'hlan Taira a vez anvet alies e japaneg Heishi (平氏|, ger-ha-ger "Taira clan" pe Heike 平家 da lâret eo "Tiegezh Taira", oc'h ober gant doareoù lenn an arouezioù onyomiek hei.

Ar c'hlan Taira a oa unan eus ar pevar c'hlan bras a oa e penn ar politikerezh e Bro-Japan e-pad ar prantad Heian (794-1185). Ar re all a oa ar Fujiwaraed, ar c'hlan Tachibanaed hag ar c'hlan Minamoto.