Kiribateg
Eus Wikipedia
Ur yezh malayek-polinezek eo ar c'hiribateg (kiribateg: kiribati, saozneg Gilbertese) komzet gant 102 000 den e Kiribati dreist-holl (98 000 den pe 97,2%) met ivez e Fidji, Inizi Marshall, Nauru, Inizi Solomon, Tuvalu ha Vanuatu.
Bev-buhezek eo ar c'hiribateg hiziv c'hoazh hag implijet e vez ingal gant tud Kiribati, o vezañ ma n'eus nemet 30% dioute hag a zo barrek war ar saozneg penn-da-benn.
Teir rannyezh pennañ a zo:
- Rannyezh an norzh;
- Rannyezh ar su;
- Rannyezh inizi Butaritari ha Makin.
Skrivet e vez ar c'hiribateg gant al lizherenneg latin abaoe ar bloavezhioù 1840 bet unvanet an doare-skrivañ en 20vet kantved.