Kebec'hsenouf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kebec'hsenouf
W15 T22 Z2
I9

pe
W15 T22 T22 T22 I9

Kebec'hsenouf (pe Kebec'hsenef), er vitologiezh egiptat, zo unan eus bugale Horus a veze karget da zifenn flugez balzamet ar re varv. Gwareziñ a rae ar bouzelloù. Talvezout a ra e anv un dra bennak e-giz: "Evad-kinnig ma breur"[1].

Adalek diwezh an XVIIIvet tierniezh e vez roet da stoufoù al listri kanopat, neuz o doue gwarezer. Diskouezet e vez Kebec'hsenouf gant penn ur falc'hun.

Evit bezañ gouest da gas e gefridi da benn e ranke an doue bezañ skoazellet gant an doueez Serket hag e oa ret lakaat e lestr kanopat e kornôg ar bez.

Setu a lavar Kebec'hsenouf e Levr an Anaon:

[Qebhsennuf a lâr :] "Me zo da vab, O Osiris Ani, trec'hour. Deuet on da wareziñ ac'hanout. Serret em eus da eskern, ha bodet em eus da izili en-dro. Kaset em eus da galon ganin ha lakaet em eus anezhañ war e dron e-barzh da gorf. A-drugarez din en deus graet berzh da diegezh war da lerc'h, O te a vev da viken." [2]


Notennoù[kemmañ]

  1. Budge, E. Wallis. The Book of the Dead: The Papyrus of Ani. (1895) [1]
  2. Budge, E. Wallis, pennad 151 [2]
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg