Katell Gollet
Katell Gollet [1] eo arouez ar vuhez diroll kaset gant merc'hed divergont hervez relijion katolik Breizh-Izel gwechall. Lavaret e veze he doa laeret un ostiv sakr evit reiñ anezhañ da unan eus hec'h amourouzien niverus. Met an Diaoul e oa hemañ ha kas a reas anezhi gantañ d'an ifern evit gouzañv poanioù didermen.
An dudenn-mañ a weler ouzh Kalvar Gwimilio. Gwelout a reer un diaoul o kas gantañ ur vaouez noazh, o sachañ warni war bouez he divesker, tra ma'z eus un diaoul all o vountañ anezhi gant e forc'h war-zu toull an Ifern. Diskouezet eo Katell Gollet ivez war Kalvar Plougastell-Daoulaz.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gwerzh gant stummoù lies a zo bet savet a-ziwar an istor-se (Guerz Gathel-Gollet) [2]. E fin ar gwerzh e vez kaoz eus ur "morian" a vije bet kablus eus gourdouz doue da gas Katell d'an ifern.