Karantez-vro

Eus Wikipedia

Karantez-vro zo ur varzhoneg vrezhonek savet gant Anjela Duval (1905-1981) e miz Eost 1963.

Kanet eo bet gant Tinaig Perche, eus Beilhadegoù Treger. Gant Soazig Noblet, a sone an delenn, e oa bet savet an ton kentañ.

Gant Véronique Autret eus ar strollad leonat Gwalarn e oa bet savet an eil ton er bloavezhioù 1980 ; adkemeret e oa bet an ton-mañ gant Nolwenn Leroy e 2010 er bladenn Bretonne.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]