Kan ma bro
Kan ma bro zo ul levrig barzhonegoù brezhonek – div bajennad ha hanter-kant ennañ – gant ar Bigouter Yann Bijer bet embannet gant Al Liamm e dibenn miz Mezheven 2013.
Al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar wech kentañ eo d'ar skrivagner bet ganet e Lechiagad embann un dastumad barzhonegoù brezhonek, unan ha tregont en holl.
War-lerc'h ar pevar "c'han" kentañ (Eonenn ma c'havell, Diwan ma bro !, D'an Erminig ha Diougan evit Arzhur) e ro an oberour tro d'al lenner da soubañ e Mojenn Tristan hag Izold en-dro dre c'hwezek barzhoneg all :
|
|
|
|
Ne ankoua ket Yann Bijer dougen bri da dud e vro c'henidik dre ar seizh barzhoneg eus ar rann E koun martoloded ma bro kollet war-vor :
|
|
Ha goude Kan ô tan ar c'han ! e kinnig kemer perzh er Soñjennoù a-vremañ (War-sav Esperanto ! , Masaï Mara ha Bugel).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bijer, Yann. Kan ma bro. Diriononn : Al Liamm, 2013 (ISBN 978-2-7368-0092-5)