Jimena Díaz
Jimena Díaz, pe Ximena (war-dro 1046 - 1116) a oa un itron eus Kastilha, dimezet da Rodrigo Díaz de Vivar el Campeador. Pevar bugel he doa, hag ur mab dezho a varvas en emgann gant e dad.
Goude marv ar Cid e voe itron Valencia entre 1099 ha 1102.
He ziegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jimena Díaz, hervez ar gelennerez Margarita Torres Sevilla-Quiñones de León, a oa merc'h d'ar c'hont Diego Fernández, marvet a-raok an 24 a viz Gouhere 1046, hag un itron a c'halle bezañ anvet Cristina Fernández. Div wech e timezas ar c'hont Diego Fernández, mab d'ar c'hont Fernando Flaínez (eus tiegezh Cea) ha da Elvira Peláez : da Elvira Ovéquiz da gentañ, da Cristina Fernández da ec'houde.
Hervez an Historia Roderici, e oa Jimena nizez d'an impalaer Alfonso VI León.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe, etre Gouhere 1074 ha mae 1076,da Rodrigo Díaz de Vivar, El Cid
- Cristina Rodríguez (war-dro 1075 - ?), dimezet da Ramiro Sánchez Pamplona, aotrou Monzón, mab d'an infant Sancho Garcés ha Constanza, mab-bihan d'ar roue García Sánchez III Pamplona; bugale o doe, hag en o zouez García Ramírez Pamplona el Restaurador.. Donya Elvira en Cantar del Mío Cid
- Diego Rodríguez (war-dro 1076 - 1097), marvet da 19 bloaz en emgann Consuegra
- Maria Díaz de Vivar (cap al 1077 - 1105), addimezet da Ramon Berenguer III, kont Barcelona. Doña Sol en Cantar del Mío Cid.
He bez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beziet e voe e-kichen he fried, El Cid, e manati San Pedro de Cardeña. En 1921 e voe kaset he relegoù da iliz-veur Burgos.