Jayne Mansfield
Jayne Mansfield, ganet Vera Jayne Palmer d'an 19 a viz Ebrel 1933 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Even 1967, a oa un aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) stadunanat. Mansfield a oa deuet da vezañ un aktourez brudet eus Broadway e 1955, un aktourez veur evit Hollywood e 1956, hag ur vaouez vrudet e 1957. Bez e voe ivez un arzourez boestoù-noz, ur ganerez, hag unan eus ar merc'hed kentañ doare Playboy Playmate. Deuet e oa da vezañ ur sex-symbol eus Hollywood er bloavezhioù 1950 ha 1960 kement hag aktourez sex-symbol an 20th Century Fox, gant Marilyn Monroe. Brudet e voe ivez evit munudoù he buhez prevez lakaet war wel gant ar gazetennerien pe ganti hec'h-unan, evel ar re e liamm gant he c'hudennoù gwiskañ.
Deuet eo da vezañ ar c'hentañ aktourez pouezus da gaout ur roll en noazh en ur film eus Hollywood. An anv Mansfield implijet evit he buhez labour a oa deuet diwar hini he c'hentañ gwaz a laboure evit ar brudañ micherel Paul Mansfield. E 1967, Jayne Mansfield a varvas en ur gwallzarvoud oto d'an oad a 34 bloaz. Chomet eo brudet he marv dre ma vez embannet gant un doare mojennel e vefe bet dibennet gant ur blakenn houarn kouezhet eus ur c'hamion, ar pezh a zo faos.
Skeudenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez e voe Jayne Mansfield ur sex-symbol meur evit Hollywood er bloavezhioù 1950 ha 1960 kement hag evit an 20th Century Fox doare dazeilad da Marilyn Monroe. Lesanvet e oa bet dre-se "Working Man's Monroe". Bez e voe dre an hent-se unan eus ar meleganezed moutig (bombshell) da Hollywood. En desped ne voe ket bet arvestet darn he filmoù gant ar bobl, Mansfield a zo chomet unan eus an ikonioù sevenadurel brudetañ d'ar bloavezhioù 1950.
Sikouret he deus ar gazetennerien dre he filmoù, doareoù bevañ pe gwiskañ da sevel ur skeudenn plac'h dammnoazh hag etre da geñver spered met da geñver QI, e tisklerie kaout unan a 163. Ouzhpenn d'ar Saozneg e gomze meur a yezh evel Galleg, Alamaneg ha Spagnoleg bet desket er skol-veur. Studiet he devoa italianeg ivez adalek 1963. Gwelet ha brudet evel ar "smartest dumb blonde" (ar veleganez pout speredekañ) eus Hollywood, klemm a rae ne oa ket bet gwelet gant an arvesterien e oa speredek ha desket ha ne sellent outi nemet evel ur vaouez gant ur c'horf dibar ha muzulioù dedennus "They're more interested in 40–21–35".