Mont d’an endalc’had

Herve Riel

Eus Wikipedia
Monumant da Herve Riel er Groazig

Herve Riel pe Hervé Rielle, ganet d'an 12 a viz Ebrel 1654 er Groazig ha marvet eno d'an 29 a viz Du 1729, a oa ur martolod hag ur pesketaer breizhat.

Brudet eo evit endevout saveteet an darn vrasañ eus al lestraz brezel gall e-kerzh emgann Barfleur, d'an 31 a viz Mae 1692, pa oa martolod er Verdeadurezh c'hall. N'ouzer tost netra eus e vuhez.

  • Ur varzhoneg zo bet skrivet diwar e benn gant ar barzh saoznek Robert Browning e 1871[1].
  • Un delwenn en enor dezhañ a c'haller gwelout er Groazig. Ur c'hae hag ur straed a zoug e anv ivez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hervé Riel, barzhoneg, Robert Browning, 1871 (The Cornhill Magazine) ha 1876 (dastumad Pacchiarotto).
  1. (en) 'Wikisource'. Kavet : 08/01/2023.