Guns N' Roses

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Guns N' Roses
Download Feastival 2006 -1.jpg
Axl Rose hag ar strollad e 2006

Bro Orin Los Angeles, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Hard rock
Bloavezhioù oberiant abaoe 1985
Label(ioù) Geffen Records
Lec'hienn ofisiel gunsnroses.com

Izili Axl Rose
Dizzy Reed
Tommy Stinson
Chris Pitman
Richard Fortus
DJ Ashba
Ron Thal
Frank Ferrer
Izili bet er strollad Tracii Guns
Rob Gardner
Ole Beich
Slash
Izzy Stradlin
Duff McKagan
Steven Adler
Matt Sorum
Gilby Clarke
Paul Tobias
Buckethead
Brian "Brain" Mantia
Robin Finck
Endro Alice Cooper
Sebastian Bach

Guns N'Roses a zo ur strollad hard rock stadunanat, krouet e Ker Los Angeles e 1985. Krouet eo bet diwar daou strollad a gendeuzas, anvet A.L. Guns hag Hollywood Rose. Anavezet voent dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, kenderc'hel a reont da seniñ hiziv an deiz. Embannet o deus ur bladenn e 2008 anvet Chinese Democracy, gortozet abaoe pell e oa. E miz Here 2008 e voe martezeaet o defe gwerzhet 100 milion a bladennoù er bed. Er penn-kentañ e oa diazezet Guns N'Roses war pemp ezel: Axl Rose (kan), Slash (gitar unanel), Izzy Stradlin (gitar lusk), Duff McKagan (gitar boud, gitar ouzhpennet) hag Steve Adler (taboulinoù), e 1990 e voe ouzhpennet un douchennaoueg c'hoariet gant Dizzy Reed.

1987:Appetite For Destruction[kemmañ]

Anevezet int mat gant o c'hentañ pladenn, Appetite For Destruction(1987) he zitl. A-drugarez d'o sonerezh graet mat hag ar brud o doa a-raok e voe gwerzhet tost 30 milion a bladennoù er bed, ar pezh a ra unan eus ar bladenn gwerzhet ar muiañ en istor ar sonerezh. Kanaouennoù brudetañ ar bladenn a zo:Welcome To The Jungle, It's So Easy, Paradise City ha Sweet Child O'Mine.

E 1988 e teuas er-maez GN'R lies. ennañ 8 kanaouenn, en o-zouez 4 tennet eus un demo aet er-maez e 1986, e stumm un EP vinyl anvet Live ?!*@ Like a Suicide, hag peder all akoustik. Ar bladenn-se he deus ur brud mat ivez, met ret e voe gortoz 1991 evit ma vefe heuliet brud Appetite gant div bladenn all anvet: Use Your Illusion I hag Use Your Illusion II. E-pad an amzer-se e kollas ar strollad e dabouliner, eskemmet gant hini The Cult, Matt Sorum e anv. Ouzhpennañ a rejont un douchennaoueg c'hoariet gant Dizzy Reed.

1991:Use Your Illusion I hag II[kemmañ]

An div bladenn Use Your Illusion I hag II, a zeas er-maez e miz Gwengolo 1991. Plijet ha brudet int buan, gant kanaouennoù etrevroadel evel: You Could Be Mine (implijet er film Terminator 2: Judgment Day), Don't Cry, adseniñ a rejont Knockin' On Heaven's Door pe c'hoazh November Rain. An div bladenn-se a zo gwerzhet tost 35 milion a skouerennoù er bed. Ar strollad a leunias holl leurennoù bras ar bed. Er bloavezh-se, Guns N'Roses a gollas unan eus e sonerien gentañ, ur c'hoarier gitar lusk Izzy Stradlin. Krogiñ a reas e respet unanel e anv Izzy Stradlin'And The Ju Ju Houds e 1992. E blas a voe kemeret gant Gilby Clarke.

Goude e c'hoarvezas ur mare diskar, izili eus ar strollad a reas frisalioù, en o zouez Axl Rose (kaner). Reou a savas raktresoù kenstur evel Slash (gitar unanel) hag e strollad Slash's Snackepit, gantañ Matt Sorum hag Gilby Clarke, e 1995. Pe Duff McKagan gant e bladenn unanel Belive In Me, e fin 1993. Krouet e voe bet ivez Neurotics Outsiders, ennañ Duff o seniñ gitar lusk, Matt saniñ gant S.Jones ken soner gitar er Sex-Pistols ha J.Taylor ken Duran Duran, e-pad an hañv 1996. E-pad ar raktresoù-se e kemeras Axl an anv Guns N'Roses hep komz gant ar strollad. An darvoud-se a lakaas izili eus ar strollad da guitaat anezhañ. Ar re-se a gejas ouzh Matt Sorum evit krouiñ Velvet Revolver e 2002.

An ti-embann Geffen, a lakaas er-maez ur bladenn live e 1999 anvet Live Era '87-'93 enni kanaouennoù enrollet e-pad sonadegoù disheñvel, hag e 2004 Greatest Hits, ur bladenn hag a voe 1 e-barzh kalz broioù disheñvel.

Chinese Democracy[kemmañ]

Abaoe 1993 n'eo ket bet aet er maez pladennoù. E 1995 e krogas Axl Rose da labourat war ur bladenn nevez, embannet e voe he zitl un nebeud bloavezhioù goude: Chinese Democracy. Pellaet eo bet an deizad mont er maez. Diskouezet eo bet war internet un nebeut demo eus ar bladenn gortozet. E penn eo bet laret e zaio e maez d'an 21 a viz Du 2006, goude Axl Rose a lavaras e vefe d'ar 6 a viz Meurzh 2007, met adlavarout a reas goude ne zeufe marteze ket a-benn da echuiñ ar bladenn evit an deiziad-se. Ur merk soda, Dr Peppera sav un dae d'ar strollad: ma e za er maez chinese democracy d'an 23 a viz Du 2008, reiñ a ra ur ganetenn soda da bep amerikan nemet ar c'hen soner gitar Slash hag Buckethead. D'an 22 a viz Here 2008 ur 1 single Chinese Democracy a zo skignet war radio amerikan ha saoz, er memes koulz eo laret e teuio ar bladenn er maez d'an 23 a viz Du.

Abeget eo mat ar bladenn met ne ket gwerzhet mat. An eil sizhun war lerc'h e vefe aet er maez eo digresket ar gwerzh eus 78%. Memestra eo bet gwerzhet tost da 5 milion a skouerennoù.

Izili ar strollad[kemmañ]

Ouzhpennet eo bet un touchennaoueg all e 1999 c'hoariet gant Chris Pittman. E 2000 un trede soner gitar, buckethead, hiziv eskemmet gant Ron "Bumblefoot" Thal. Ar strollad a zo savet neuze gant eizh tudenn. E miz Ebrel 2008, Robin Finck a za kuit eus GNR evit mont er strollad ma oa ennañ a-raok Nine Inch Nails e anv. Eskemmet eo e Meurzh 2009 gant Dj Ashba.

E-barzh unan eus e pennad kaoz evit ar gazetenn Guitar Part, Slash a lavar: (ar strollad a-raok) a oa ar gwir "Guns N'Roses", Axl ne gompren ket se. Ar strollad a oa eñ a-raok, 'oa sammaden personnelezh disheñvel hag santet e veze er son.

Doare sonerezh[kemmañ]

Sonerezh Guns N'Roses a zo kalz stil lakaet asambles, en o zouez: Punk Rock, Blues Rock, Heavy Metal, Trash Metal hag Rock N'Roll hengounel. Levezon bras Guns a zo ar strollad eus Finland Hanoi Rocks anv. Kaner ar strollad en deus kanet gant Axl Rose. Axl en deus lavaret eo bet levezonet ivez ar strollad gant strolladoù envel: Queen, AC/DC, The Rolling Stones ha Rose Tatoo. Son Appetite For Destruction zo bet levezonet gant AC/DC hag Aerosmith.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.