Godmanchester

Eus Wikipedia
Milin Godmanchester, hervez ur gartenn-bost kozh
Ar stêr Great Ouse e Godmanchester

Godmanchester (distaget [ˈɡɒdmənˌtʃɛstər] pe, gwechall, er vro, [ˈɡʌmstər]) zo ur gêr vihan hag ur barrez keodedel e distrig Huntingdonshire e kontelezh Cambridgeshire, e Bro-Saoz. Emañ war lez ar stêr Great Ouse, e-kichen kêr Huntingdon.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Godmanchester el lec'h ma oa ar gêr roman Durovigutum[1] [2]. Roudoù zo bet kavet ivez eus annezidi diagent, Kelted anezho ; da lavaret eo ez eo annezet al lec'h abaoe ouzhpenn 2000 bloaz zo. Edo kêr Durovigutum el lec'h ma kej meur a hent roman : an Ermine Street, ar Via Devana hag un hent all a zeue eus Sandy (Bedfordshire). Distrujet e voe ar gêr roman gant Angled ha Saksoned en IIIe kantved.

En anv Durovigutum e kaver an elfenn *duro hag un anv dianav.

An anv Godmanchester a oa Godmundceaster en hensaozneg, savet diwar an anv latin "castra", ur c'hreñvlec'h roman, hag an anv germanek "Godmund". Savet e oa bet ar c'hreñvlec'h roman el lec'h ma oa ur roudour da dreuziñ ar stêr Great Ouse. Meneget eo Godmundcestre en Domesday Book e 1086.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dizanv Ravenna 10633 : Duroviguto
  2. (1979) The Place-Names of Roman Britain. 354 p.