Mont d’an endalc’had

Gael Roblin

Eus Wikipedia

Gaël Roblin, ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1972 e L'Haÿ-les-Roses (Val-de-Marne)[1] zo ur stourmer breizhat eus an tu kleiz pellañ.

Ganet e voe Gael Roblin e 1972 e L'Haÿ-les-Roses, hag e 1980 e tizimezas e dud. E 1987 ez eas gant e vamm da vevañ da Strasbourg. E 1990 ez eas da vevañ gant e dad e Breizh. Plijet bras e oa o selaou ar strollad Bérurier Noir.

E 1997 ez eo deuet da vezañ mouezh-aotreet ar strollad broadelour breton Emgann.

Gwalldaol Kever

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 19 a viz Ebrel 2000 e voe Gwalldaol Kever en ur Mc Donald un implijiadez 28 vloaz Laurence Turbec a oa marvet[2].

E Mae 2000 e voe harzet Gael Roblin ha lakaet harzet da c'hortoz. E-pad ma oa toullbac'het e oa marvet e dad e miz Du 2003. E miz Meurzh 2004 e voe dieubet dre ma oa goullo betek-re an doser justis.

Stourm a-enep ar CPE

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enskrivañ a reas en ur master war ar Brezhoneg-keltiek e skol-veur Roazhon 2. Nebeutoc'h evit ur bloavezh goude bezañ bet dieubet diouzh toull-bac'h la Santé en em gavas e-touez pennoù meur ar stourm a-enep lezenn Dominique de Villepin eno[3].