Forc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur forc'h pempbizek
Ur forc'h tribizek
Kargañ foenn gant ar forc'h
Penn Napoleone Buonaparte e penn ur forc'h. Tresadenn bolitikel saoz.

Ur forc'h zo ur benveg houarn daouvizek, pe tribizek, pe pevarbizek, dezhi un troad hir da dapout plouz pe foenn peurvuiañ, teil pe douar a-wechoù, hervez he bizied.

Bizied[kemmañ]

Ur gwif a vez graet eus ur forc'h daouvizek. Hennezh a servij da gemer foenn kentoc'h.

Debriñ[kemmañ]

Ur forc'higell a vez graet gant tud zo eus ur fourchetez.

Tud[kemmañ]

Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.

Lennegezh[kemmañ]

  • En Emgann Kergidu ez eus anv eus ur c'habiten gall zo bet bornet gant un taol forc'h hag a anavez ar c'houer war an hent hag a laka fuzuilhañ anezhañ.

Pennadoù kar[kemmañ]