Mont d’an endalc’had

Deiziadur japanek

Eus Wikipedia
Koinobori, bannielloù e stumm koied, zo kinkladurioù diouzh ar c'hiz da vare Devezh ar vugale
Ar livadenn-se war voger Shin-Ochanomizu, un arsav eus metro Tokyo a lid Hazuki, an eizhvet miz.

D'ar c'hentañ a viz Genver 1873 e oa degemeret an Deiziadur gregorian e Bro-Japan, gant anvioù mizioù hengounel hag ar pep brasañ eus ar gouelioù, kent 1873 avat e veze implijjet un deiziadur loarel-hag-heolel a zeue eus an Deiziadur sinaek[1]. Implijet e vez atav an oadvezhioù hengounel eus Bro-Japan.

Bloavezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ma oa degemeret an deiziadur gregorian ez eus bet implijet teir reizhiad da gontañ ar bloavezhioù e Bro-Japan :

  • Ar bloavezh impalaerel (皇紀, kōki) diazezet war diazezadur mitologel Japan gant an impalaer Jimmu e 660 kent J.K..
  • An anv oadvezh (年号, nengō) diazezet war ren an impalaer zo e penn ar vro. Ar bloavezh 2011 eo ar bloavezh Heisei 23
  • Anv ar bloavezh en deiziadur gregorian (西暦, seireki)

Eus an tri doare-se, an div re ziwezhañ hepken vez implijet en ur feson voutin. Implijet e oa an deiziadur impalaerel eus 1873 betek diwezh a Eil Brezel Bed.

Anvioù japanek ar mizioù a dalvez ger-ha-ger "loar gentañ", "eil loar", ha kement zo. Savet e vezont eta diwar an niver a glot gant ar miz ha gant ar ger gatsu ("loar"):

miz Genver 一月 (ichigatsu)
miz C'hwevrer 二月 (nigatsu)
miz Meurzh 三月 (sangatsu)
miz Ebrel 四月 (shigatsu)
miz Mae 五月 (gogatsu)
miz Mezheven 六月 (rokugatsu)
miz Gouere 七月 (shichigatsu)
miz Eost 八月 (hachigatsu)
miz Gwengolo 九月 (kugatsu)
miz Here 十月 (jūgatsu)
miz Du 十一月 (jūichigatsu)
miz Kerzu 十二月 (jūnigatsu)

(Alies-kenañ e vez implijet sifroù arabek gant kanji al Loar, evel 3月, war ar pemdez.)

Anvioù hengounel ar mizioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn-se pep miz en deus un anv hengounel, implijet c'hoazh e tachennoù zo evel ar varzhoniezh. E-mesk an daouzek anv, shiwasu a vez implijet stank c'hoazh hiziv an deiz. Gallout a reer ivez kavout an anvioù-se ivez e deroù ul lizher pe ur brezegenn da reiñ da santout koulz ar bloaz. Lod anezhe evel yayoi ha satsuki, a dalvez ivez da anv-badez (evit ar merc'hed). Klevet a reer ivez an anvioù-se ur wezh an amzer er jidaigeki, abadennoù skinwel a-vremañ, hag e filmoù diwar-benn ar prantad Edo pe ur prantad koshoc'h.

Setu amañ da-heul anvioù ar mizioù :

  • Miz kentañ : mutsuki (睦月?)[2]
  • Eil miz : kisaragi (如月?) pe kinusaragi (衣更着?)
  • 3e miz : yayoi (弥生?)
  • 4e miz : uzuki (卯月?). An u-no-hana (卯の花) zo ur boked, eus ar genad Deutzia[3].
  • 5vet miz : satsuki (皐月?) pe sanaetsuki (早苗月?)
  • 6vet miz : minatsuki (水無月?). An arouezenn 無, a dalvez "hep" da gustum, zo ateji amañ, da lâret eo, ne dalvez ken evit ar soniad "na". En anv-se an na zo ur rannig perc'hennañ, ha Minazuki a dalvez "miz an dour", ha n'eo ket "miz hep dour", oc'h ober dave da veuzadenn ar parkeier riz, ma implijet kementadoù bras a zour[4].
  • 7vet miz : fumizuki (文月?)
  • 8vet miz : hazuki (葉月?). en henjapaneg, ar miz a oa anvet 葉落ち月 (haochizuki).
  • 9vet miz : nagatsuki (長月?)
  • 10vet miz : 神無月 (kaminazuki or kannazuki, "Miz an doueed"). An arouezenn 無, a dalvez "hep" da gustum, zo ateji amañ, da lâret eo, ne dalvez ken evit ar soniad "na". En anv-se an na zo ur rannig perc'hennañ, ha kaminazuki a dalvez "miz an doueed", ha n'eo ket "miz hep doueed"[5] Koulksoude e oa treuzkomprenet, hag e vez komprenet peurliesañ evel ar miz hep doueed rak e-doug ar miz-se en em vod holl ar gamied Shintoek e lec'h pirc'hirinaj Izumo Taisha e proviñs Izumo (e Prefeti Shimane hiziv an deiz), ha n'eus doue ebet e peurrest ar vro. Hag e proviñs Izumo e veze graet kamiarizuki (神有月 pe 神在月?) anezhañ. An displegadenn-se an hini a vez meneget peurliesañ en oberennoù ar c'hornôg.[6] Kalz etimologezhioù disheñvel zo bet kinniget.[7].
  • 11vet miz : shimotsuki (霜月?)
  • 12vet miz : shiwasu (師走?). An anv-se a ra dave d'ar veleien a vez bec'h warne e-pad ar miz-se abalamour da brientiñ gouelioù Shogatsu (Kalanna).

Nota bene:' An deiziadur kozh a veze implijet e Bro-Japan a oa un deiziadur loarel diazezet war an deiziadur sinaek, hag ar bloavezh hag ar mizioù a zeraoue 3 pe 7 sizhun diwezhatoc'h evit an deiziadur gregorian a vez implijet bremañ. N'eo ket reizh eta lakaat ar miz kentañ da glotañ gant miz Genver.

Rannoù ar miz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ur sizhun seizh devezh e Bro-Japan, hervez an Deiziadur gregorian. Kregiñ a ra gant ar Sul avat. Ar sizhunvezh seizh devezh, dezhi anvioù deiz a glot war-eeun gant ar re a vez implijet en Europa, a vijje bet degaset da Vro-Japan war-dro 800. Implijet e veze ar reizhiad er steredouriezh hepken pe dost betek 1876, nebeut amzer goude ma oa degemeret an Deiziadur gregorian gant Bro-Japan en un doare ofisiel. Fukuzawa Yukichi zo unan eus ar re o deus bet ar muiañ a bouez en diviz da zegemer ar reizhiad-se da envel deizioù ar sizhun. Dont a ra an anvioù diwar anvioù ar pemp planedenn a c'haller gwelet gant an daoulagad hepken, anvet o-unan diwar pemp elfenn ar brederouriezh sinaat (aour, prenn, dour, tan, douar), ha diwar anv al Loar hag an Heol (yin ha yang).

Japaneg Romanekadur Elfenn Anv brezhonek
日曜日 nichiyōbi Heol Sul
月曜日 getsuyōbi Loar Lun
火曜日 kayōbi Tan (Meurzh) Meurzh
水曜日 suiyōbi Dour (Merc'her) Merc'her
木曜日 mokuyōbi Koad/gwezenn (Yaou) Yaou
金曜日 kin'yōbi Metal/Aour (Gwener) Gwener
土曜日 doyōbi Douar (Sadorn) Sadorn

E Bro-Japan e vez rannet ivez ar mizioù e tri frantad 10 devezh tamm-pe-damm. Pep hini zo anvet jun (旬). Ar c'hentañ eo jōjun (上旬); an eil, chūjun (中旬); an diwezhañ, gejun (下旬). Implijet e vezont alies da ober anv eus ar mare en un doare resis. Da skouer : "Alies e vez ar wrez-se e jōjun miz Ebrel"; "Emeur o c'hortoz ur votadeg e gejun ar miz-mañ."

Deizioù ar miz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep devezh eus ar miz en deus un anv dezhañ e-unan savet en un doare direoliek, peurliesañ diwar anvioù niver an devezh :

1 一日 tsuitachi (a-wezhioù ichijitsu) 17 十七日 jūshichinichi
2 二日 futsuka 18 十八日 jūhachinichi
3 三日 mikka 19 十九日 jūkunichi
4 四日 yokka 20 二十日 hatsuka
5 五日 itsuka 21 二十一日 nijūichinichi
6 六日 muika 22 二十二日 nijūninichi
7 七日 nanoka 23 二十三日 nijūsannichi
8 八日 yōka 24 二十四日 nijūyokka
9 九日 kokonoka 25 二十五日 nijūgonichi
10 十日 tōka 26 二十六日 nijūrokunichi
11 十一日 jūichinichi 27 二十七日 nijūshichinichi
12 十二日 jūninichi 28 二十八日 nijūhachinichi
13 十三日 jūsannichi 29 二十九日 nijūkunichi
14 十四日 jūyokka 30 三十日 sanjūnichi
15 十五日 jūgonichi 31 三十一日 sanjūichinichi
16 十六日 jūrokunichi  

(Alies-kenañ e vez implijet ar sifroù arabek, evel 14日, war ar pemdez.)

Tsuitachi zo ur stumm emdroet eus tsukitachi a dalvez kentañ devezh ar miz. En deiziadur hengounel e veze graet 晦日 misoka eus devezh diwezhañ ar miz. Hiziv an deiz e vez kalz stankoc'h implij an niveroù 28-31 mui nichi. Koulskoude e ve implijet alies misoka en anvioù kevradoù etc., da lavaret e vo paeet un dra bennak an devezh diwezhañ eus ar miz, forzh petore deiziad e vefe. Devezh diwezhañ ar bloaz zo 大晦日 ōmisoka (an Devezh diwezhañ bras).

Implijet e vez alies ar ger kichijitsu (deiz mat) da-geñver al lidoù evel en ul lizher da bediñ unan d'un eured pe devezh savadur un dablezenn vaen koun. N'eo ket anavezet gant al lezenn neoazh ha ne c'hell ket bezañ implijet en un testamant.

Devezhioù gouel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un devezh en em gav etre daou zevezh gouel zo un devezh dilabour. Evel-se, ar 4 a viz Mae zo un devezh dilabour bep bloaz. Pa zegouezh un devezh gouel d'ar Sul, an devezh kentañ n'eo ket un devezh dilabour (ul lunvezh da skouer) a zeu da vezañ unan.

Deiziad Anv e brezhoneg Arouezioù japanek Romaji
1 a viz Genver Kala-bloaz 元日 Ganjitsu
2 a viz C'hwevrer Devezh an oad-gour 成人の日 Seijin no hi
11 a viz C'hwevrer Devezh savidigezh ar vro † 建国記念の日 Kenkoku kinen no hi
20 pe 21 a viz Meurzh Devezh kedez an nevezamzer 春分の日 Shunbun no hi
29 a viz Ebrel Devezh Shōwa * 昭和の日 Shōwa no hi
3 a viz Mae Devezh koun ar vonreizh * 憲法記念日 Kenpō kinenbi
4 a viz Mae Devezh ar glazur * みどり(緑)の日 Midori no hi
5 a viz Mae Devezh ar vugale * 子供の日 Kodomo no hi
3e lunvezh miz Gouere Devezh ar mor 海の日 Umi no hi
3e lunvezh miz Gwengolo Devezh an doujañs evit ar re gozh * 敬老の日 Keirō no hi
23 pe 24 a viz Gwengolo Devezh kedez an diskar-amzer 秋分の日 Shūbun no hi
Eil lunvezh miz Here Devezh ar sport hag ar yec'hed 体育の日 Taiiku no hi
3 a viz Du Devezh ar sevenadur 文化の日 Bunka no hi
23 a viz Du Devezh anaoudegezh evit al labour 勤労感謝の日 Kinrō kansha no hi
23 aviz Kerzu Deiz-ha-bloaz an impalaer 天皇誕生日 Tennō tanjōbi

† Devezh hengounel ma vije bet savet Bro-Japan gant an impalaer Jimmu e 660 kent J.K..

* Lodenn eus ar sizhun alaouret


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-->

  1. The Japanese Calendar History, National Diet Library, Japan, 2002
  2. Can you tell me the old names of the months?
  3. 卯月」で始まる言葉 - 国語辞書の検索結果 - goo辞書
  4. - 国語辞書の検索結果 - goo辞書
  5. Entries in the standard dictionaries Daijisen大辞泉(Shogakkan小学館), Daijirin大辞林(Sanseido三省堂), Nihon Kokugo Daijiten日本国語大辞典(Shogakkan 小学館).
  6. Da skouer, Ian Reader and George J. Tanabe, Jr., Practically Religious: Worldly Benefits and the Common Religion of Japan, University of Hawaii Press, 1998, p 178
  7. An Nihon Kokugo Daijiten日本国語大辞典 (Shogakkan 小学館) a ra anv eus 9 ouzhpenn.