C'hoarzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Ar c'hoarzh a zo un dastaol, pe un emzalc'h refleks hervez tud zo, hag a ziskouez drantiz un den. C'hoarzhiñ a reomp en ur ober heuliadennoù a-frap bihan gant ur vouezh digomprenus ha trouzus. Pa vezomp o c'hoarzhin e vezomp techet da zigoriñ ar genou pe c'hoazh ober jestroù nann-kontrollet.

C'hoarzhet e vez 'blam d'ar fent, d'an herlinkaduriou pe ar c'hoarzh en e-unan. Ar c'hoarzh a zo ivez liammet gant e strafuilh kontrol. Al leñvadennoù hag ar c'hoarzh a c'hell bezan liammet a-wechoù.

N'eus ket nemet an den a c'hoarzh, al loened ivez o deus ur c'hoarzh. Evit an den, ar c'hoarzh a deu nemet adalek ar pevare pe pempvet miz.

Pa 'z omp yaouank e c'hoarzhomp dre vras 40 gwech pad un deiz (hag 20 e vit an dud gour), hep abeg, nemet evit ar plijadur. Laret e vez eo ar c'hoarzh un dra vat evit ar yec'hed. Hag a zo efedus evit an anken.

Abegoù[kemmañ]

Ar c'hoarzh a deu gant ar fars dre vras, ha gant ar fent en un doare dibar. Laret e vez eo stagus ar c'hoarzh: un den a c'hoarzh, a lak unan all da c'hoarzhiñ. Bez e c'hellomp c'hoarzhiñ abalamour d'an herlinkadurioù. An anken, an alkol, an drammoù a c'hell lakaat ac'hanomp da c'hoarzhiñ. Ar protoksid azot a zo anvet ar gaz c'hoarzhiñ rak lakaat a ra ac'hanomp da c'hoarzhiñ.

Sinifiansou[kemmañ]

An holl dud a oar c'hoarzhiñ abaoe ma 'z int ganet. Ne vez ket desket c'hoarzhiñ. Un dra normal eo evit an dud. C'hoarzhet e vez 12 gwech nebeutoc'h pa 'omp unan eget pa 'z omp gant un den all. Ar pezh a c'hell prouiñ en deus ar c'hoarzh ur rol sokial. Ar c'hoarzh a zo un doare da eskemm. Enklaskerien e psikologiezh o deus kavet e oa ar memes lodennoù eus an empenn a oa oberiet pa oa kontet deomp un istor farsus pe pa oa klevet ur c'hoarzh. Unan a glev c’hoarzh un den war-lerc’h e vefe bet kontet ur farsadenn, a en em lako da c’hoarzhiñ hag e vo lavaret en deus c’hoarzhet evit ar farsadenn. An dra-se a ziskouez perak e vez implijet c'hoarzhadennoù enrollet en abadennoù skinwel pe rummadoù film.

Pa eo distignet ar c’hoarzh evit ar wech kentañ eo aesoc’h da distign anezhañ un nebeut amzer goude. En un abadenn farsus, da skouer, an aktourien o do un tamm diaester da distign ar c'hoarzhadennoù kentañ met war-lerc’h e vo aesoc’h da lakaat an dud da c’hoarzhiñ.

Ar c’hoarzh a zo dreist-holl distignet ivez pa kredomp ez eus dañjer hag a greiz-holl e weloc’h ne ‘z eus danjer ebet a benn ar fin.

Roll ar c’hoarzh a zo doubl:

  • Evit an hini a c’hoarzh, an empenn a skarzhfe hormonou tonket da vont a-enep efedoù an anken. Ar c’hoarzh n’a ziskouezh ket al levenez, met ar c’hoarzh a lak ac’hanomp da vezan laouen.
  • Evit ar re a glev ar c’hoarzh, an hini a c’hoarzh a lar en ur mod n’ez euz dañjer ebet. Ar re a glev ar c’hoarzh a c’hell en o zro distignañ ur c’hoarzh ha skarzhañ ar memes hormonou e live an empenn.

Skouerioù eus ar c’hoarzh[kemmañ]

Ar c’hoarzh nervennel a zo ur sammad a stennadur a en em skarzh evit tremen e-biou eus ar spontadeg. Tost eus an hini man ez eus ar c’hoarzhadeg, hag a zo ur c’hoarzh nann-kontrollet hag a bad pelloc’h eget ar c’hoarzh boutin.

C’hoarzhiñ glas a zo pa en em forsit da c’hoarzhiñ pe ez eo ur c’hoarzh faos, ar c’hoarzh-mañ a vez dreist-holl implijet pa on eus c’hoant e vefemp gwelet mat, dre ma n’on eus ket c’hoant c’hoarzhiñ.

Ar c’hoarzh er voest a zo c'hoarzhadennoù enrollet hag implijet e bed an arvest evit distignañ ar c’hoarzh gant ar publik.

An efedoù fiziologel[kemmañ]

Ar c’hoarzh a lak an organeg d’en em oksigenañ, da zigreskiñ an tennder kigenn, da dorloiñ ar c'hostezennoù hag ouzhpenn e lak da labourat al lien-kig. An dra-se a zo mat ivez evit skarzhadur an dilerc'hioù a zo er skevent hag evit kreñvaat ar varregezh analiñ. Ar fed c’hoarzhiñ -ma ‘z eo farsus pe get- a c’hellfe digreskiñ an anken, kreskiñ gouzañv ar boan, digreskin tennder ar gwazhienn-gas, pe c'hoazh kenober gant mont en dro ar sistem digleñved.

N'eo ket bep wech farsus pa c'hoarzhomp[kemmañ]

N’eo ket ret krediñ a c'hoarzhomp nemet pa ‘z eo farsus. Er c’hontrol e vefe c'hoarzhet nemet ur wech war dek pa ‘z eo farsus. Ar c’hoarzh a zo dreist-holl ur c'harg sokial, ar pezh a c’hellfe displegañ ar pouez bras e kempouezadur psikologel an dud.

Penaos c'hoarzhiñ ?[kemmañ]

C’hoarzhiñ ha dispakañ skiant ar fent a zo mat evit ar yec’hed fizikel, speredel hag trivli. Met penaos dont a-benn ma n’omp ket eurus dija ? Bez e c’hellomp heuliañ ur psikoyac’haouriezh. Pe kemer perzh un ur c’hleub c’hoarzh. Met evit gwir n'eus ket un dra resis d'ober evit c'hoarzhiñ, dipant a ra d'eus an dud, d'eus o endro...

Ar c'hleuboù c’hoarzh a zo bet krouet e 1995 gant ar medisin Madan Kataria. En ur c’hleub c’hoarzh, an holl a skiant ar c’hoarzh en ur strollad, evit omp madoù brasañ. Leun a seurt poelladennoù zo evit gouzout hor barregezhioù c’hoarzhiñ, evit en em leuskel da vont... Evit e zafe mat ganeomp.

Lakaat e pleustr ar yac'haouriezh[kemmañ]

  • Kreskin gouzañv ar poan :

Ar c’hoarzh a greskfe gouzañv ar boan gwelloc’h eget an hanterouransou all hag heñvel eget an dibrezin. Ar c’hoarzh na raio ket nemet lakaat an den da soñj en un dra all met digreskin a raio evit gwir ar poan. Da skouer: Goude ma ‘z eo bet lakaet ur film da dremen e-pad 30 munutenn d’an nebeutañ, eo bet kresket gouzañv ar poan.

  • Kenober gant mont en dro ar sistem digleñved:

Da skouer: An dud o deus kemeret perzh e strolladoù c’hoarzh, o deus ur feur izeloc’h a kortisol, un hormon a kenglot gant an anken hag ur feur brasoc’h a hormon kresk.

  • Diboanian an dud o deus kudennoù kroc’hen.
  • Gwellaat ar karg louzaouenn ar skevent evit an dud o deus kudennoù berranalin.
  • Gwellaat an dud a zo tizhet gant ar skizofreni.
  • Digreskin an ankein kent operin gant ar vugale.

Da skouer: Pa vez un abadenn furlukin e zigresk an ankein gant ar vugale.

Diskleriadenn a-enep[kemmañ]

Ret eo diwall gant ar c’hoarzh memestra rak da skouer, gant un den a zo paranoid, klañv bras , ar fent a c’hell bezan implijet en ur diwall mat rak e vefe tu d’an den klañv treuzkompren.

A-raok kemer perzh en un abadenn c’hoarzh a en em dibun er c'hleuboù c’hoarzh eo gwelloc’h kaout ali ar medisin. Da skouer pa o deus an dud : diskenn organoù (da skouer ar c’hwezhigenn ), strafuilh kalon,avelenn kof, e pad un dougerezh gant riskloù, war-lec’h ur surjianerezh kof...

Pennadoù kar[kemmañ]