Yezh programmiñ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Areg)
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh pe lavar programmiñ a zo ur yezh artifisiel savet evit reiñ urzhioù hag a c'hell bezañ sevennet gant ur mekanik, peurvuiañ un urzhiataer. Ar yezhoù programmiñ a c'hell bezañ implijet evit krouiñ programmoù (pe poelladoù) a gontroll emzalc'h ur mekanik, evit sevenniñ un algoritm resis, pe evit eskemm gant un den.

Lodenn vrasañ ar yezhoù programmiñ o deus doareoù skrivañ spesius en o ereadurezh. Yezhoù 'zo a zo terment gant un teul spesius. Da skouer, ar C (yezh programmiñ) a zo termenet gant an ISO. Yezhoù all, evel Perl, o deus un emplementadur implijet evel dave.

Pep areg gouleviñ en deus ur steradur (ster ar gerioù ouzh e ober) hag ivez ur c'hevreadur (kempenn ar gerioù oc'h ober ar "frazennoù").

Meur a seurt areg gouleviñ e vez kavet hag e c'heller renkañ anezhe hervez o live pe hentenn o aozerezh : areg ijinenn, areg erdu ijinenn (an areg kuntellañ da skouer) pe an aregoù uhellive.

Setu un nebeut aregoù uhellive :

Hogen e c'heller renkañ anezhe ivez hervez an doare ma vez keweriet ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : an aregoù da gempunañ hag an aregoù da zewezhiañ.

An aregoù da gempunañ e vez graet gant ur c'hempuner da gempunañ ar goulevioù skrivet gante d'ober ur restr tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. An areg C da skouer a zo ul lavar stlennegel da gempunañ.

An aregoù da zewezhiañ a vez dewezhiet (displeget en un doare stlennegel) gant ur programm talvoudek (pe goulev mavek) anvet dewezhier a-feur ma vez lennet gant an urzhiataer ar goulevioù skrivet gante. Goude bezañ dewezhiet un ditour eus ar goulev e c'hell neuze an urzhiataer erounit anezhañ ha gortoz ma vije dewezhiet an ditour a heuilh. An areg PHP a zo ul lavar stlennegel da zewezhiañ.

An aregoù da gempunañ a vez peurliesañ herrekoc'h eget ar re da zewezhiañ.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all