Adriana Varela
Adriana Varela (bet ganet d'an 9 a viz Mae 1952 en Avellaneda, e proviñs Buenos Aires) zo ur ganerez tango arc'hantinat. Kemeret he deus perzh en ur bern festivalioù evel hini "La mar de músicas" e Cartagena, festival Porto Alegre pe c'hoazh hini GREC e Barcelona. Kemeret he deus perzh ivez e filmoù : "Al corazón" gant Mario Sábato e 1995 ha Plata quemada gant Marcelo Piñeyro e 2000. He c'hanaouennoù a zo bet klevet ivez e film Carlos Saura "Tango" e 1998 pe e-barzh "Los malditos caminos" (2002) gant Luis Barone. Kemeret he deus perzh ivez er bladenn "Entre todas las mujeres" en enor d'ar c'haner spagnol Joaquín Sabina. Un doare ispisial he deus Adriana Varela da ganañ ha heverk eo abalamour d'he mouezh boud. Roberto Goyeneche a zo gwelet evel he faeron arzel[1].
He fladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tangos (1991)
- Maquillaje (1993)
- Corazones Perversos (1994)
- Tangos De Lengue - Varela Canta A Cadícamo (1995)
- Vuelve El Tango (1996)
- Tango En Vivo (1997)
- Cuando El Río Suena (1999)
- Toda Mi Vida (1999)
- Más Tango (2000)
- Vivo (DVD) (2005)
- Encaje (2006)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Lec'hienn ofisiel