Ț (lizherenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ul lizherenn latin ispisial eo Ț, ț, da lâret eo un t gant ur virgulenn dindanañ, implijet gant ar roumaneg evit skrivañ ar son kensonennel [ts].

Disheñvel eo e gwirionez diouzh al lizherenn ţ, da lâret eo t gant ur sedilha pe lostig, met evit abegoù teknikel e vez implijet hennezh alies e-lec'h al lizherenn gant ur virgulennig didani evit skrivañ ar roumaneg.


Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.