Zita di Borbone-Parma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Zita di Borbone-Parma

Zita Aostria, pe Zita von Österreich pe Zita von Bourbon-Parma (en alamaneg), pe Zita Maria delle Grazie Adelgonda Micaela Raffaela Gabriella Giuseppina Antonia Luisa Agnese di Borbone-Parma hec'h anv italianek gwir en e hed, ganet d'an 9 a viz Mae 1892 e Camaiore, en Italia, ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 1989 e Zizers, en Suis, a oa ur briñsez italian, eus Tiegezh Borbone-Parma, deuet da vout impalaerez Aostria-Hungaria dre he dimeziñ.

He buhez[kemmañ]

Seitekvet bugel an dug Roberto di Parma ha Maria Antónia de Portugal, e eil pried, e oa Zita. Diskaret e oa an dugelezh pa voe staget ouzh rouantelezh Italia .

Dimezet e oa d’an arc'hdug Karl e 1911. Hennezh a zeuas da vout impalaer e 1916. Zita eo diwezhañ impalaerez Aostria, rouanez Hungaria, ha rouanez Bohemia.