Zair
Neuz
Zair (da vezañ distaget gant div silabenn [zaˑir], eus ar galleg Zaïre [za.iʁ]), eo an anv a oa gant Republik Demokratel Kongo, etre ar 27 a viz Here 1971 hag ar 17 a viz Mae 1997, dindan ren Mobutu Sese Seko. Dont a ra an anv-se eus ar portugaleg Zaire, diwar ar c'hongoeg nzere pe nzadi (ar stêr a lonk an holl stêrioù), un anv d'ar stêr Kongo.