Yougoslavia
Neuz
Stad eus Europa bet krouet goude ar Brezel bed kentañ en-dro da Serbia ha war dismantroù Impalaeriezh Aostria-Hungaria.
Hec’h anv kentañ, d’ar c’hentañ a viz Kerzu 1918 a oa Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened.
- E 1929 e teu da vezañ Rouantelezh Yougoslavia (Yougoslavia a dalvez kement ha "Bro Slaved ar Su"). Padout a ra ar rouantelezh-se betek 1941.
- E-pad ar brezel eo rannet etre meur a Stad.
- E 1943 e vez krouet ur Stad nevez, anvet Kevread Demokratel Yougoslavia.
- E 1946 eo anvet Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia.
- E 1963 e teu da vezañ Republik Kevreadus Sokialour Yougoslavia.
- E 1991 e krog an dispenn, ne van ken nemet div republik e-barzh e 1992 gant an anv Republik Kevreadel Yougoslavia a zeu da vezañ Kenglad Stadoù Serbia ha Montenegro e 2003.
- Dispennet eo Serbia-ha-Montenegro e 2006. Hêrez Yougoslavia gozh eo Serbia hervez ar gwir etrebroadel.