Yezhoù senoufoek

Eus Wikipedia

Ur skourr eus ar yezhoù nijerek-kongoek eo ar yezhoù senoufoek, ennañ ur 15 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 1,5-2,7 milion a dud e norzh Aod an Olifant, gevred Mali ha mervent Burkina Faso.

Heñvel a-walc'h eo ar yezhoù senoufoek ouzh ar yezhoù gourek dre ma vez implijet gante lostgerioù evit merkañ klas an anvioù-kadarn.

Teir zonenn e vez kavet er yezhoù senoufoek avat kentoc'h evit an div donenn kavet peurliesañ er yezhoù gourek.

Levezonet eo bet ar yezhoù senoufoek gant ar yezhoù mandeek komzet en o zro e meur a geñver, da skouer urzh ar frazenn rener - renadenn dra - verb kentoc'h evit an urzh kavet peurliesañ er yezhoù nijerek-kongoek all rener - verb - renadenn dra.

Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ peurliesañ:

Takad ar yezhoù senoufoek

Yezhoù senoufoek an norzh

Yezhoù senoufoek ar c'hreiz

Yezhoù senoufoek ar su

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]