Yezhoù alemanek uhel
Neuz
'Notenn': Arabat kemmeskañ gant an Alamaneg uhel
Ur skourr eus ar yezhoù alemanek eus ar familh-yezhoù c'hermanek eo ar yezhoù alemanek uhel komzet e Liechtenstein hag en darn varsañ eus ar Suis estreget ar rannyezhoù germanek uhelañ e su ar vro hag ar rannyezh germanek izel komzet er gwalarn. Komzet e vez alemaneg uhel ivez e su Baden-Württemberg en Alamagn hag e Vorarlberg en Aostria.
Aezet eo ober an diforc'h etre an alemaneg izel hag an alemaneg uhel hervez ma vez implijet k (izel) pe ch (uhel), da skouer :
- Alemaneg izel: kalt 'yen'
- Alemaneg uhel: chalt