Yemanja

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yemaya)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An doueez Yemanja
Delwenn da Yemanja, e Barra do Chuí, Santa Vitória do Palmar, e Rio Grande do Sul, Brazil.
Road da Yemayà e Praia do Rio Vermelho, Brazil.

Yemanja pe Yemanjá, Iemanjá, Yemaya, Janaína, Rainha do Mar ("Rouanez ar mor"), Aiucá, Dona Janaína, Inaê pe Maria princesa do Aioká, zo un orixá, pe doueez afrikan eus candomblé Brazil, deuet eus relijion yoruba Nigeria, ha degaset da Amerika gant ar sklaved afrikan. He c'hevatal er panteon kuban eo Yemajá.

Dont a ra hec'h anv eus un droienn er yezh yoruba : Yéyé omo ejá ("Mamm eo pesked eo he bugale").

D'an 2 a viz C'hwevrer e vez enoret en holl vroioù Amerika ar c'hreisteiz eus an aod atlantel, er relijionoù a orin afrikan,  Candomblé,  Umbanda, Quimbanda, ha bagadoù a brofoù a vez roet d'an doueez en deiz-se.