Wolfgang Schäuble

Eus Wikipedia
Wolfgang Schäuble e 2014.

Wolfgang Schäuble, ganet d'an 18 a viz Gwengolo 1942 e Freiburg im Breisgau, zo ur politikour alaman ezel eus ar strollad Christlich Demokratische Union Deutschlands (CDU). Bez eo an ezel eus ar strollad-se a gadorias an hirañ er Bundestag, ma voe dilennet adalek 1972.

Angela Merkel gant Wolfgang Schäuble e 2014.

E 2005 ez eo ministr ar surentez evit gouarnamant kengevrad Angela Merkel ; evitañ ez eo ret kaout ur politikerezh ar surentez kalz kreñvoc'h.

Lakaet e voe da vinistr an arc'hant e 2009, ha difenn a ra ar mennad e vez ret diwall mat rak an dispignoù en Europa, stourm a rae evit lakaat Bro-C'hres er-maez eus ar zonenn euro e 2015.