Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?

Eus Wikipedia
Politikerezh envel ofisiel
Pal ar bajenn-mañ a zo sevel divizoù a-stroll evit kendoniañ un doare envel war ar Wikipedia brezhonek

Un diviz a zo da gaout war implij Bro-C'hall ha/pe Frañs

Kinniget eo deoc'h, amañ da-heul, mont en-dro an diviz.
Sellit ouzh ar bajenn kaozeal evit gouzout hiroc'h war an divizoù war ober, lenn ali ar wikipedourien all ha reiñ hoc'h hini.

Mont en-dro

[kemmañ ar vammenn]
  1. Un diviz a vo aozet da gentañ
  2. Diwar an eskemmoù e vo kinnigoù (disheñvel ?)
  3. Ma 'z eus ezhomm e vo aozet ur vouezhiadeg a-benn divizout

Aozet e vo un diviz hag a bado keit ha ma vo mennozhioù ha kinnigoù nevez o tont war wel.

Renablet e vo ar c'hinnigoù bet graet gant ar wikipedourien e-pad an diviz.

Mouezhiadeg

[kemmañ ar vammenn]

E-pad 2 sizhun e vo digoret ur prantad mouezhiañ a-benn divizout peseurt kinnig a vo kemeret da bolitikerezh ofisiel Wikipedia brezhonek, e-keit ar mare-se e c'hello kenderc'hel an divizoù evel-just.


+ Evit gallout votiñ e ranker :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 4 miz d'an nebeutañ;
  • Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lavaret eo kaout 200 degasadenn d'an nebeutañ;
  • Sinañ gant e anv implijer/ez (lakaat 4 zildenn ~ pe klikañ war ar boestig gant tresadenn ur c'hreion);

Mouezhiadeg

[kemmañ ar vammenn]

Goude ar prantad diviz aozet war ar bajenn kaozeal eo poent votiñ a-benn gouzout pehini e vo stumm ofisiel Wikipedia vrezhonek. Gellout a rit (ad)lenn an diviz a zo bet a-benn gouzout arguzennoù pep hini ha gwelout an eskemmoù a zo bet, ha kenderc'hel gantañ.
Digoret e vo ar vouezhiadeg e-pad pemzektez, eus al Lun 8 a viz Du 2010 betek al Lun 21 a viz Du 2010. Daou boent a zo da zivizout :

  • Peseurt stumm a vo dalc'het ?
  • E pelec'h e talvezo an dibab ?

Lodenn gentañ : ar stumm

[kemmañ ar vammenn]
  • Votiñ a reer evit ar c'hinnig hag a gaver an hini gwellañ (N'eo ket fall abegiñ an dibab a reoc'h)
    • Implijit ar patrom-mañ: A-du: {{Ya}} (YA)

YA --Gwendal 12 Du 2010 da 14:25 (UTC)[respont]

YA Bianchi-Bihan 27 Du 2010 da 05:10 (UTC)[respont]

YA Ha lakat rummadoù Breizh e rummadoù broioù Europa --Kadwalan 3 Gou 2011 da 16:21 (UTC)[respont]

  • Dalc'het e vo an daou stumm (Bro-C'hall ha Frañs), met en ur ziforc'hiañ talvoudegezh an daou :
    • Bro-C'hall o vezañ tiriad ar republik war-bouez Breizh
    • Frañs o vezañ implijet evit ar Stad C'hall a-bezh, Breizh enni

+--Trec'hlid mitonet 12 Du 2010 da 13:54 (UTC) Ar pezh a ya gant boaz ar brezhoneg hengounel.[respont]

  • Pep implijer a zo dieub da implij ar stumm hag a fell, da lavaret eo pe Bro-C'hall pe Frañs
Kinnig 1 Kinnig 2 Kinnig 3 Kinnig 4 Diviz
XX (XX%) XX (XX%) XX (XX%) XX (XX%) ????

Eil lodenn : pelec'h

[kemmañ ar vammenn]
  • Votiñ a reer evit pep kinnig, en ur reiñ e asant pe e enebiezh (N'eo ket fall abegiñ an dibab a reoc'h)
    • Implijit ar patrom-mañ :
      • A-du: {{Ya}} (YA)
      • A-enep: {{Nann}} (NANN)
  • Talvezout a raio an dibab evit anv ar pennadoù
  • Talvezout a raio an dibab evit anv ar rummadoù

YA--Gwendal 12 Du 2010 da 14:25 (UTC)[respont]

YA --Kadwalan 3 Gou 2011 da 16:28 (UTC)[respont]

  • Talvezout a raio an dibab evit anv ar patromoù

YA--Gwendal 12 Du 2010 da 14:25 (UTC)[respont]

YA --Kadwalan 3 Gou 2011 da 16:28 (UTC)[respont]

  • Talvezout a raio an dibab evit danvez Wikipedia a-bezh

NANN --Kadwalan 3 Gou 2011 da 16:28 (UTC)[respont]

Kinnig 1 Kinnig 2 Kinnig 3 Kinnig 4 Diviz
XX (XX%) XX (XX%) XX (XX%) XX (XX%) ????

Amañ e vo renablet ha kinniget sklaer ha splann an dibab bet kemeret gant ar gumuniezh ha dont a raio da vezañ ur politikerezh envel ofisiel !