Mont d’an endalc’had

Watt

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Watt (unanenn))

Ar watt (simbol: W) eo an unanenn SI evit ar c'halloudezh, ar flus energiezh hag ar flus gwrez.

Ur watt zo, dre dermenadur, ar c'halloudezh resevet gant ur sistem a vez kaset ennañ ent-reoliek un energiezhjoul e-pad 1 segondenn (1 W = 1 J.s-1 = 1 m2.kg.s-3).

War dachenn an elektregezh e klot ar watt gant un tredan 1 amper dindan ur voltadur 1 volt (1 W = 1 A.V).

Anvet eo bet ar watt gant ar Penn-kuzul ar Pouezioù hag ar Muzulioù e 1960 diwar James Watt evit e labour da ziorren ar mekanik-aezhenn.

Liesaer Anv Arouez Liesaer Anv Arouez
100 watt W      
101 dekawatt daW 10–1 desiwatt dW
102 hektowatt hW 10–2 sentiwatt sW
103 kilowatt kW 10–3 miliwatt mW
106 megawatt MW 10–6 mikrowatt µW
109 jigawatt JW 10–9 nanowatt nW
1012 terawatt TW 10–12 pikowatt pW
1015 petawatt PW 10–15 femtowatt fW
1018 eksawatt EW 10–18 atowatt aW
1021 zetawatt ZW 10–21 zeptowatt zW
1024 yotawatt YW 10–24 yoktowatt yW