Mont d’an endalc’had

Völkerschlachtdenkmal

Eus Wikipedia
Ar savadur-eñvor da noz. (2015)

Ar Völkerschlachtdenkmal (Savadur-eñvor Emgann ar Broadoù), er gevred da Leipzig, zo bet savet da zerc'hel koun eus Emgann ar Broadoù (pe Emgann Leipzig). Raktreset e voe gant an adeiladour Bruno Schmitz ha dioueliet d'an 18 a viz Here 1913. An delwennoù a oa bet savet gant Christian Behrens ha Franz Metzner.

Gant e 91 metr uhelder eo ar savadur-eñvor brasañ eus Europa hag unan eus al lec'hioù muiañ gweladennet en Alamagn. Bremañ e vez gwelet ar savadur evel un arouez eus ar vroadelouriezh alaman.