Mont d’an endalc’had

Vittorio Torre

Eus Wikipedia
Stumm eus an 6 Kzu 2007 da 08:12 gant Kadbzh (kaozeal | degasadennoù) (+ Wiki gallek)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Vittorio Torre a zo marvet d'an 16 a viz Genver 1921 e Torino (Italia)


Mestrc'hoarier echedoù italian.

E 1895 e voe trec'h e Tournamant Broadel Italia e Torino, dirak Beniamino Vergani. Ar Roue Umberto a brofas dezhañ un orolaj ofiser graet gant argant fetis kizellet ha kaeraet gant garskeudennoù war borselen.

E 1895 ivez e c'hoarias a-enep gwellañ c'hoarierion Genova. E 1900 e c'hoarias div bartienn dre lizher a-enep da Francesco Abbadessa eus Palermo: trec'h e voe gant 2 - 0. E Du 1909 e voe trec'h war Duras e Trieste, met Duras a c'hoarie 20 partienn e memes mare. E Trieste adarre e reas "pat" a-enep da Schlechter: hemañ a c'hoarie a-enep da 19 den. Vittorio Torre a oa barrek war ar c'hudennoù echedoù ivez.

Ur bartienn bet kollet gantañ

  • Torre - Tonetti , Torino, 1895.

1.e4 e5

2.Mf3 Mc6

3.Fc4 Fc5

4.b4 Fxb4

5.c3 Fa5

6.0–0 d6

7.d4 exd4

8.cxd4 Fb6

9.d5 Ma5

10.Fb2 Mf6

11.Mc3 0–0

12.Fd3 Fd7

13.Me2 Fg4

14.Rh1 Te8

15.Mg3 c6

16.Dc2 Fxf3

17.gxf3 Tc8

18.dxc6 Txc6

19.Dd1 Md7

20.Fe2 Mc4

21.Fc3 Me3

22.fxe3 Txc3

23.Mf5 Te6

24.De1 Dc7

25.Cd4 Fxd4

26.exd4 Tc2

27.Td1 Txa2

28.Tc1 Dd8

29.Fc4 Txh2 +

30.Rxh2 Th6 +

31.Rg2 Dg5 +

32.Dg3 Dd2

33.Df2 Df4

34.Th1 Dg5

35.Dg3 Dd2 0–1